Kaozeal:Tipoloji morfolojik
ha gwir eo oa bet troet ar pennadig-mañ ganes diwar ar saozneg hag an esperanteg evel ma skrivez? n'on ket gwall sur avat, rak me am boa troet ar pennad e peurunvan diwar ar bajenn saozneg (n'an ket gwall alies da sellet war ar bajennoù en esperanteg...) hag e c'hellan lâret dit eo disheñvel a-walc'h stumm ar bajenn saozneg orin hag hini ma fajenn-me e brezhoneg, ha cheñchet ivez ar skwerioù evit o lakaat e brezhoneg, anat deoc'h. dre degouezh eo e vefe neuze e teufent da bajennoù-te da glotaat gant ar pajennoù e brezhoneg savet ganit ha n'eo ket gant an hini e saozneg? ne gredan ket. met diazet e vefe dit anazav, evel-just, beazañ bet troet diwar ar brezhoneg arnevez rak sañset ez eus ur brezhoneger a-vihanik ac'hoanout h dud eveldout n'int ket kat da kompren ar pezh a vez skrivet er brezhoneg 'chimik' , 'blamour da se e vez svate pajennoù e brezhoneg 'komprenabl' (ha perak chom hep ober gant 'aezet da gompren'?). ha neuze, penaos e rafes-te mar vefe gwir ober evit kompren ar bajennoù e brezhoneg arnevez a-benn gallout o 'zreiñ' e brezhoneg ar bobl?
- - n'eo ked "esperanteg" an-heni e-moa skrivet : "disesperanteg". ...
- - n'on ked brezhoneger a-vihanik, n'em beus ked lâret se gwezh-e-bed
- - komprenaploc'h, neuse ; "komprenapl" vez kavet e-barzh ar c'hatolicon, dijà, (pe gerioù mod-se a-taw) ; - me lâr an dra-se ewid an dud a zispris ar vrezhonegerion deus hiziw : ma-hunan n'on ked chalet gant yezhoù marw a-vat.
- - geo : ne gomprenan ked kals traou deus ho prezhoneg : se so gwir. Pezh a ran : me glask deus pesseurt wikipedi all ho-peus troet, ha deus an diw version neuse e tan a-benn da gompren !
- me gompren traoù-so deus ar brezhoneg arnewez, sur. Pezh so : 1/ ne garon ked ar yezh-se tamm ; 2/ me gav ar yezh-se didalvoud : re a bosioù newez ez-eus ewid doned a benn da en-em wriziennañ, etc. (nemed e-gis un "esperanto etnik", setu wi-psor-reson e ran "disesperanteg" deusouti).
- CTanguy 13:56, 4 May 2005 (UTC)
salut dit
evidon-me eo ret ober an diforc'h etre ar yezh skrivet - dreist-holl pa denn d'un dachenn deknikel bennaket evel hini ar yezhoniezh -- hag ar yezh e vez graet ganti dre gomz. pa ran gant ar brezhoneg meius bet tro da deskiñ pe da beurdeskiñ michañs e bro-dreger gant n'em mije (=m'em bez) kudenn ebet na da gompren an dud na da vezañ komprenet gante. liveoù yezh a c'hellfer over eus an diforc'h se (pe 'rejistroù ma teus c'hoant). n'on ket gwall sur e vefe nag aezetoc'h da gompren na komprenabloc'h taoù o tennañ d'ar fonetik teorikel ha ma vefe skrivet gant gerioù arnevez na gant gerioù galleg treuzwisket an hini e vefe. ha 'komprenabl' e vefe e galleg evit unan n'en defe ket bet an tu da vezañ desket dezhañ en e yezh frazennoù a seurt-mañ:
Tout comme l'article indéfini, l'article partitif participe à l'actualisation du nom noyau en indiquant simplement que le représenté (le référent) existe bien, mais demeure inconnu des actants de l'énonciation.
- an dra-se so charabia kentoc'h eged galleg !!! me so sur e vefe moaian da lâret an dra-se sklaerroc'h.
- En saosneg emà komprenaploc'h : "a partitive article indicates an indefinite quantity of a mass noun;" "un artikl partitiv a verk ur c'hementad antermenet deus un hano-mass ".
- "Kementad antermenet" e kaver e-barzh "Geriadur ar Matematikoù" Skol Vreizh. Hag a ziskouez un doare kals furroc'h ha surroc'h da greskiñ ar geriaoueg, da ma soñj. Mes ne vefe ked gwelloc'h "ur c'hantité indefinit" ? ... CTanguy 21:03, 4 May 2005 (UTC)
ober rez mat, forzh penaos, vel ma rez en ur genveriañ pajennoù wikipedia e vo desket gerioù nevez ganit (hag a c'helli dibab ovber gante war-lerc'h pe get) hag ivez gerioù nevez e saozneg (ne droan dre vras nemet diwar ar yezh se - n'eo ket dav klask pelloc'h!) hag ivez e vo desket traoù nevez marteze diwar-benn ar yezhoniezh, piv oar.
ale, tan dezhi an holl asambles (na rez ket bil, n'em eus desmigañs ebet evit hini ebet a ra gant ar brezhoneg pe a glask ober, pe brezhoneger a-vihanik pe unan a zo o teskiñ e vefe) ha doujañ a ran da dibabou yezh ppehini. ken ar kentañ (pe ken wi'n deïow) neal
ur skwer an hini e oe hennezh nemet ken. ha fellout a ra dit kaout skwerioù damheñvel e saozneg evit diskwel dit penaos e ra BEP yezh gant geriaouegoù arbennek pa vez komzet eus traoù teknikel? ma teus c'hoant e c'hellan kas dit ul listennad levrioù da lenn diwar-benn teorienn ar yezh skiantel ha teknikel.
In mathematics, the octonions are a nonassociative extension of the quaternions. They form an 8-dimensional normed division algebra over the real numbers.
In the event of default in the payment of this or any other Obligation or the performance or observance of any term or covenant contained herein or in any note or other contract or agreement evidencing or relating to any Obligation or any Collateral on the Borrower's part to be performed or observed; [...] then and in any such event, the Bank shall have the right (at its option), without demand or notice of any kind, to declare all or any part of theO bligations to be immediately due and payable... Neal 08:30, 5 May 2005 (UTC)
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Tipoloji morfolojik
E pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an tu gwellañ da aozañ endalc’h war Wikipedia. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant re all penoas gwellaat Tipoloji morfolojik.