Kaozeal:Tityos

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal

Ma vez brezhonekaet an anv e vo Titios. Met marteze e vije gwell mirout Tityos da ziwall na vije distaget [i:os]. Da neuze e vije ret ober gant Deyanira, e-lec'h Deianeira. Degouezhioù heñvel all zo ivez moarvat. Bianchi-Bihan 6 Gen 2007 da 17:18 (UTC)Respont

A-du mui-pe-vui met sevel a ra ur gudennig all: peseurt distagadur a ranker implijout evel diazez ar stumm brezhonekaet pa ne ghlot ket hini ar henc'hresianeg gant hini ar gresianeg a-vremañ (menegiñ ar gudenn-mañ em eus graet dija met manet eo hep respont...) rak daoust ma ma vez distaget Τιτυός "yos" (gant /j/) er yezh a-vremañ n'on ket gwall sur ne vije ket distaget "uos" (gant /y/) er yezh klaskel. Kalz a pnandoù ez eus bremañ diwar-benn temoù o tennañ da Henc'hresia, meur a hini dioute bet savet ganit-te evel-just. Ha kavout a ra dit e rankfer gortoz pelloc'h c'hoazh a-raok kinnig un nebeud erbedennoù gant an arguzennoù da heul evit heñchañ an du da vont holl war ar memes tu? A galon (ha bloavezh mat), --Neal 7 Gen 2007 da 10:29 (UTC)Respont

Tud zo a gav gwelloc'h paouez da sevel pennadoù evit komz eus reizh an aelez, pe me 'oar, ha lakaat ar re all d'ober evelto. Ne sonjan ket evel-se, ha derc'hel arin da labourat keit ha ma c'hallin. Me gred ne dle ket an dibaboù skritur mirout a labourat. Ha sed a ran, a gredan. Bianchi-Bihan 8 Gen 2007 da 04:51 (UTC)Respont

diaezet eo din kompren ac'hanout a-wezhoù, dreist-holl pa ne glot ket da respontoù gant ar goulennoù... ganit e oa bet savet ar goulenn kentañ ha respontet ganin o reiñ ma ali. ganit e vefe a gwir da sevel goulennoù ha d'ober kinnigoù met ne ganin-me ne vefe ket ar gwir da respont oute? ne welan ket perak e vefe kaozeal eus reizh an aelez klask sklaeraat hag-eñ e rankfe bezañ diazezet ar stumm brezhonekaet war distagadur an henc'hresianeg (/y/) pe war hini ar gresianeg a-vremañ (/u/) met ne vefe ket kaozeal eus reizh an aelez kinnig treuzskrivañ gant yod (/j/) kentoc'h evit gant ar vogalenn leun /i/, dreist-holl pa vez liammet an daou dra: da lâret eo, ma vez diazezet war distagadur an henc'hresianeg ne vefe ket dav ken ober an diforc'h etre /jo/ hag /io/... marteze emañ an dalc'h ar fed ma oa bet savet ar goulenn ganin-me? A-hendall e rankfes kompren n'a ket en-dro ar wikipedia diwar ar sevel pennadoù nemetken. gwir eo ec'h eo ar sevel pennadoù an ober plijusañ hag a-wel d'an holl muioc'h evit ar re all, met gant tud zo eo bet troet an etrefas (evit ma c'hellje bezañ savet pennadoù...) hag emaint o labourat war an dachenn-se c'hoazh a-benn he feurglokaat, tud all a blij dezhe reizhañ fazioù yezh pe sevel liammoù diabarzh ha wikifiañ pennadoù pe klokaat pennadoù chomet war ar stern, ar verourion a rank ober war-dro mont-en-dro ar raktres (o c'hefridi an hini eo hennezh, ha dilennet e oant bet evit hen ober, plij pe ne plij ket da lod). Setu, pouezus ha talvoudus eo sevel pennadoù evel-just, met meur a doare all ez eus ken talvoudus-all da labourat war ar wikipedia ha d'e vouetañ diehan a-benn e gas war-raok hag e wellaat hag ur frazi an hini eo, d'am soñj, dispriziañ al labourioù munut ha displijusoc'h ha ne dennont ket d'ar sevel pennadoù. Ouzhpenn-se e ranker anzav e vez kaozeet ganit koulz hag ar re all (ma n'eo ket muico'h evit an darn vrasañ), ha kompren a rankfes neuze e c'heller kaozeal diwar-benn munudoù ha sevel pennadoù war un dro. A galon, --Neal (Kaozeal) 8 Gen 2007 da 09:00 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Tityos".