Kaozeal:Tomaz
"Feizoniour a lavar katoliked zo" dwb sant Tomaz Akwino. Fozh petra !!! ===)gant an Iliz katolik ez eo sant patron ar feizoniourion. Amañ c'hoazh ur skouer eus kristengasaerezh ar wiki brezhonek. Ne reizhan ket : ret eo er c'hontrol lezel evel m'emañ evel ur skouer eus tro spered saverion seurt GEVIER. Pa vez anv a santelezh ez eus anv a ganonizadur, eus pezh a lavar an Iliz . Ali "Katoliked 'zo" n'en deus ster ebet rak ma ne anavezont ket pezh a lavar an Iliz katolik... n'int ket mui katolik, setu aze !
- N'eo ket gwall gristen an doare-se da zifenn ar gristeniezh. Meur a dra a c'hallez ober ez-reizh :
- • na damall ar Wiki brezhonek, pa damallez an holl dud a skriv ennañ, kristenien pe get, a skriv a-zivout ar feiz kristen pe get ;
- • reizhañ ar pezh a zo ur fazi da 'z meno, gant daveennoù resis ;
- • lenn Saint Thomas d'Aquin evel am eus graet, kent
- • sevel ar bajenn Sant Tomaz de Akwino a ra diouer d'ar Wiki-mañ ;
- • sinañ da evezhiadennoù, dre onestiz ha doujañs evit da nesañ, evel m'eo dleet pa vezer kristen pe get. T42N24T (kaozeal) 1 Her 2012 da 22:23 (UTC)
Hervez ho soñj "n'eo ket gwall gristen an doare-se da zifenn ar gristeniezh"
Repont : Paour kaezh den. 1. n'eus ket anv aze eus bezañ kristen pe get. 2. N'eo ket eus kristeniezh eo ez eus anv kennebeut
da heul : it dre "c'hwi" ganin pa n'hoc'h anavezan ket, un afer a sevended ez eo. Ar wiki brezhonek a zo meret gant unan bennak ha ne ra ket e labour pa lez dalc'hmat traoù enep kristen er pennadoù. Eñ a zerc'houez ar wiki-mañ setu em eus ar gwir da lavarout pezh a sonjan dwb ar wiki : ne zouj ket bepred ouzh ar gristenion, ouzh o feadra war bep tachenn. Reizhañ a ran ur wech an amzer met n'on ket evit reizhañ amañ pa 'z eo ur skouer a gristengaserezh anat : deoc'h da ober. Ganin em levraoueg emañ summa Sant Tomaz. E studiet em eus e-pad ma studioù beleg hag e ran c'hoazh, salaokras. Arabat deoc'h c'hoari ho kelenner bihan ganin-me. Ar bajenn sant Tomas da Akwino a reot hoc'h unan , pe me, pe unan all, ENO N'EMAñ KET AN DALC'H. Sinet eo ma evezhiadennoù mar plij ganin, ne ra van ebet en afer.