Kaozeal:Toullañ an teod
Evezhiadenn bersonel diabeg bet tennet:
- "N'eus netra da welout avat gant an toullañ-teod a vez graet en hon amzer evit lakaat bravigoù, ha n'haller ket keñveriañ un ober relijiel ha kevredigezhel hag un ober hiniennel."
Ha piv out te da varnañ evit pesuert abegoù e vez toullet o zeod gant hini pe hini? Hag un afer hiniennel eo an toullgorferezh en Europa pe ur fed kevredigezhel?
Ne fell ket din na vrudañ na divrudañ an toullkorferezh, din-me eo heñvel hag-eñ e vez graet gant an dud pe get. Klask a ran deskrivañ an doareoù a gaver tro-dro hiziv hep barnañ hep reiñ arguzennoù.
Daveennoù/Arguzennoù
kemmañ"There are many reasons why people have tattooing or body piercing done; some are cultural and some are personal. In some Aboriginal cultures, piercing may be a rite of passage or a spiritual ceremony. Many people like the cosmetic appearance of body piercing and tattoos, others do it to make a personal statement, while others may have body piercing to enhance their sexual pleasure. Teenagers will often get a tattoo or have body piercing to "fit in" with a group of people or because of peer pressure. Body piercing is often perceived as temporary as compared to getting a life-long tattoo and many teenagers see few long-term consequences associated with piercing." National Assocoiation of Frienship Centres, Tatooing/BodyP Fact Sheet (http://www.nafc-aboriginal.com/PDF/HepCTatooingBody.pdf.)
"In our Western culture, we have brought to the mainstream some of these ancient and tribal practices, as well as creating our own neo-tribal customs. Modern individuals can pierce their body for any number of reasons, but they are not limited or obligated to a specific set of rules or conduct." Australian Department of Defence, ADF Health Journal, Vol 7 October 2006 (www.defence.gov.au/health/infocentre/journals/ADFHJ_oct06/ADFHealth_7_2_66.pdf)
A galon, Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 12:25 (UTC)
Arguzennoù
kemmañ- 1 ne oa ket un evezhiadenn bersonel, met ur gentel splann ha poellek tennet eus ar fedoù, ken splann all: implij an istor, kinniget gant tud zo evit gwerzhañ o marc'hadourezh ha n'eo ket dizañjer,
- 2 n'eo ket diabeg an evezhiadenn eta
- 3 difennet eo ober gant tagadennoù personel, ha kregiñ gant piv out-te zo unan gaer. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 12:37 (UTC)
- Pesuert arguzennoù? Ne degasez arguzenn fetis ebet, nemet barnañ an dud a doull o zeod hiziv dre o lakaat holl en hevelep sac'h. E pelec'h emañ ar prouennoù evit diswel eo gwir ar pezh a skrivez? Pe istor? Pe fedoù? Daveennoù fetis em eus degaset me o tiskwel ez eus ur fed kevredigezhel an toullgorferezh bremañ. Evel-just n'eo ket heñvel-poch ouzh ar pezh a rae an Azteked gwezhall, rak n'omp ket Azteked ha n'omp ket o vevañ gwezhall. Pa vaerner abegoù an dud hep reiñ arguzennoù n'eo ket neptu, ha ne welan ket piv e vefez te evit hen ober. Pe barnañ an dud diabeg e c'hellez ober? Ha pa vez goulennet ouzhit chom hep hen obere e vef un dagadenn bersonel. O c'hortoz abgoù hag arguzennoù fetis 'on atav evit diswel eo gwir ar pezh az poa ouzhpebnnet e korf an destenn. Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 12:42 (UTC)
- 1 lavarout n'eo ket heñvel toullañ an teod, da skuilhañ gwad da ginnig d'an doueed dec'h, da lakaat ur bravig hiziv, ne blij ket da unan bennak, ha neuze e tenn ar pezh a zisplij dezhañ, hag e ra piv out-te ouzh ar re na blegont ket d'e ali;
- 2 evel-just ne oa kaoz ebet ganin da lakaat tud en hevelep sac'h, pa glaskan ober kemm etre Azteked ha tud all,
- 3 evel-just n'eus ket bet barnet ganin abegoù an dud a doull o c'horf, pep hini a ra pezh a gar gant e groc'hen , toull pe didoull.
Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 13:41 (UTC)
- Ha penaos a ouzez-te evit pesuert abegoù e vez toullet o zeod gant an dud hiziv? "Toullañ an teod" eo titl ar pennad: e korf ar penand e komzer eus ar fed ma vez toullet o zeod gant tud hiziv, ha staliet bravigoù en toull peurliesañ, hag eus ar fed ma veze toullet o zeod gant an Azteked gwezhall. Roet eo bet an abeg en eil degouezh. En degouezh kentañ n'em eus roet abeg ebet peogwir n'em eus studiadenn ebet o tiskwel perak e vez graet ar bep aliesañ hiziv. En degouezhioù 'zo avat e vez graet evit abegoù speredel ha krevredigezhel hiziv c'hoazh, tost a-awlc'h ouzh an abegoù gwezhall e-touez an Azteked. Met mar seller mat, e korf an destenn ne oa ket bet kaoz e neplec'h eus ar fed ma oa heñvel pe disheñvel abegoù an eil re ouzh ar re all. N'eo ket din-me da varnañ abegoù an dud hiziv hep studiadenn ebet, hag ar studiadennoù a c'hellan kavout a vez roet gante meur a abeg estreget un abeg "braventez". A galon, Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 14:05 (UTC)
Abegoù
kemmañLakaat un tamm poell er gaoz, hag un tamm gwirionez ouzhpenn, ne vije ket fall, ha mat e vije lezel an tagadennoù personel.
- Un dra eo an toullañ teod, graet a gozh,
- un dra all eo lakaat bravigoù en toulloù.
Me gav e vez lakaet re aes daou dra disheñvel dindan ar gerioù toullañ an teod. Dre fazi pe a-youl-gaer, se zo un afer all.
- ne welan ket peseurt abegoù speredel (sic) zo hiziv da doullañ an teod, met marteze e vo displeget deomp; abegoù kevredigezhel zo hag anavezet mat: en em lakaat er-maez eus ar gevredigezh ha krediñ adkrouiñ unan all; abegoù personel zo ivez. Hag abegoù arc'hant, a bouez bras ivez, ha ne dlefent ket bezañ ankouaet, na posubl ne vemp ket marksourien. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 14:25 (UTC)
Kompren
kemmañPeogwir nem eus ket aotre da stekiñ ouzh ar skrid ne rin ket eta, met evit klask kompren un dra bennak e karfen gouzout a belec'h e teu an droienn ar bep aliesañ . Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 14:44 (UTC)
- Kudenn ebet evit reizhañ ar brezhoneg. Mar fell dit lakaet "peurliesañ" gra. Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 14:50 (UTC)
Abegoù an toullgorferezh a-vremañ
kemmañ- En em lakaet er-maez eus ar gevredigezh dre doullañ e deod? A-wezhoù marteze, hag a-wezhoù ket. Anaout a ran meur a hini a zo bet toullet o zeod oute hag a zo staliet brav er gevredigezh. Barnadennoù personel hep prouennoù fetis ebet adarre? Ha perak kaozeal eus marksouriezh? Ne welan ket al liamm. Toullkorferezh ha relijion/speredelezh hiziv: "Body Piercing Saved My Life: Inside the Phenomenon of Christian Rock", ul levr gant Andrew Beaujon pe c'hoazh "Church of Body Modification" (http://uscobm.com/). Marteze evefe ret anzav ez eus meur a abeg evit toullañ ar c'horf hag ne vefent ket anavezet holl ganit (na ganin, me n'eo ket ganin e vez kalsket lârout pere eo an abegoù-se...).
Trawalc'h a amzer gollet ganin hiziv, Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 14:49 (UTC)
Sklaer
kemmañSklaer eo un dra gwall gizidik kaozeal eus toullañ kroc'hen, pe n'eus forzh petra, gant tud zo. Sklaer eo ivez ne fell ket da lod e vije degaset da soñj n'eus netra boutin etre ober relijiel an Azteked hag emzalc'h an doullerien a vremañ. Neuze echu ar gaoz-se ganin . Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 15:01 (UTC)
- Trugarez da vezañ reizhet ar brezhoneg Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 17:43 (UTC)