Kaozeal:Trochilidae

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Prieladkozh

Klasket em eus sklaeraat ar pennad evit implijerien ar skolioù, met tu ebet. Un dra bennak a-dreuz zo er rouantelezh-mañ. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 18:55 (UTC)Respont

N'eo ket sur e oa bet sklaeraet ar pennad o vont da skrivañ «Kavout a reer kolibried el lodenn vrasañ eus Norzhamerika e Kreisteizamerika» e-lec'h «Kavout a reer kolibried el lodenn vrasañ eus Amerika an norzh hag en Amerika ar su›.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Gou 2012 da 09:44 (UTC)Respont

Ne ran ket forzh ebet ken. Sur eo e c'hall ar pennadoù-se plijout d'ar re o sav, met evel m'emaint n'hallont ket bezañ implijet er skolioù gant bugale ha ne gomprenont ket al latin. Trist eo gwelout bugale oc'h adskrivañ pennadoù hep kompren anezho. Dizaliañ a rin implij ar wikipedia brezhonek, netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Gou 2012 da 10:01 (UTC)Respont

"Anvadurioù skiantel" int muioc'h eget "latin" (n'o deus ket kement-se da welet gant al latin ken). Gant un holloueziadur emaomp, dav eo bezañ reizh gant ar skiant. Brezhonek eo ivez an holloueziadur-mañ, ret eo bezañ komprenus hag ober gant brezhoneg reizh kement ha ma c'hallomp.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Gou 2012 da 07:32 (UTC)Respont


N'eo ket dav da gaout div rummad : kolibried ha trochilidae - ar memes tra zo ! :-( --Couiros22 (kaozeal) 2 Eos 2016 da 07:31 (UTC)Respont

Da gentañ-penn, skrivit e brezhoneg, mar plij ganeoc'h
  • N'eo ket dav kaout div rummad : kolibried ha trochilidae - ar memes tra zo !
  • N'eo ket dav kaout daou rummad : kolibried ha trochilidae - ar memes tra zo !
  • N'eo ket dav kaout daou rummad : kolibried ha trochilidae - ar memes tra eo ! kement ha diskouel un tamm doujañs ouzh ar yezh.
  • N'eo ket dav kaout daou rummad : kolibried ha trochilidae - ar memes tra eo ! : o c'hortoz hoc'h arguzennoù skiantel.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Eos 2016 da 07:41 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Trochilidae".