Kaozeal:Troidigezhioù lennegel brezhonek arc'hantet gant Kuzul-rannvro Breizh

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Bannoù-treset
Ya, kavout a ra d'an nen emeur o lenn ur blog bennak, ar pezh n'eo ket aotreet gant ar raktres Wikipedia. Mard eo gwir ar pezh a lavar eo ret dezhañ lakaat daveoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Meu 2015 da 19:55 (UTC)Respont
  • Traoù faos a zo, evel «n'eus ket ezhomm roll ebet evit skoazellañ an treiñ er broioù all». Mar goufe penaos e vez graet evit an euskareg, ned afe ket da gontañ seurt traoù.
  • Plataj, evel «e vank oberennoù meur: brasoc'h eo niver ar pennoberennoù eget ur roll 100 anv»!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Meu 2015 da 20:07 (UTC)Respont

Gouzout a ran penaos e tremen an traoù eno (ha savet em eus Treiñ en euskareg), netra da welout gant doareoù Breizh, nepotegezh hag all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Meu 2015 da 07:26 (UTC)Respont

Diwar-benn ar roll

kemmañ

Skrivet gant an Trec'hlid : Ha ma ne vije bet roll ebet, ne vije bet skoazellet hini ebet. (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Troidigezhioù_lennegel_brezhonek_arc%27hantet_gant_Kuzul-rannvro_Breizh&diff=next&oldid=1630355). Kement-se a ziskouez splann e fell dezhañ

  • reiñ da grediñ n'haller ket reiñ skoazell d'al levrioù hep o lakaat war ur roll.
  • kuzhat ez eus broioù demokratel ma vez roet skoazell d'an holl levrioù, hervez reolennoù sklaer, ha mat pell zo.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Meu 2015 da 09:41 (UTC)Respont

...Hag an dra-se ouzhpennet ganin diwar c'hoap, evit klozañ an arguzennerezh bamus a oa taolet dimp a-raok, ha war ar memes live gantañ, a zo bet adkemeret diouzhtu dak; hag an den (me, lakaomp), a zo deuet da vezañ "tud 'zo (a lavar)" den ne oar dre benaos, ar pezh a ziskouez live uhel ar pennad-se [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Meu 2015 da 18:26 (UTC)Respont

Ma ne larez ket ken pezh a larez ne dalv netra ken da laredoù. Pezh n'on ket evit krediñ evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Meu 2015 da 19:24 (UTC)Respont

Bannoù-treset

kemmañ

Lennet er pennad : « souezhus e vo kavout anvioù levrioù bannoù-treset en ur roll a zo kontet da vezañ lennegel ».
Evel-just ez int lennegel. Da bennoberennoù eo bet lakaet Maus Art Spiegelman (Priz Pulitzer 1992) ha Persepolis Marjane Satrapi er bed a-bezh.
Arz ar c'hontañ istorioù eo ar bannoù-treset, a-live gant ar romantoù ; an 9vet arz eo, anat d'an holl. — 2.13.213.68 25 Meu 2015 da 18:43 (UTC)Respont

Ar gaoz n'eo ket "Ha pennoberennoù int?", met "daoust ha lennegezh eo ar bannoù-treset"? Ne gredan ket e vefe lakaet ar bannoù-treset da lennegezh ([[2]]), ha pa vefe un arz (an holl arzoù n'int ket lennegezh), pe, ma fazian, larit pelec'h ha gant piv (estgrededoc'h evel-just) .
Ma vez lakaet oberennoù evel bannoù treset, war ur roll lennegel, n'eo ket ur roll lennegel ken (levrioù a vez graet gant ouzhpenn lennegezh, a ouzomp holl). Neuze e vefe onestoc'h resisaat, ha lakaat un anv all. N'eo ket resisaet, n'eo ket kemmet an anv, neuze e c'haller souezhiñ un tamm rak an dislavar. Ha sachañ an evezh war gement-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Meu 2015 da 19:20 (UTC)Respont
Ar bannoù-treset n'int ket lennegezh? An dave roet, ur forom! Er wikipediaoù da vihanañ (galleg, saozneg…) int lakaet er rann "lennegezh".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Meu 2015 da 20:05 (UTC)Respont
Dit da zegas da brouennoù amañ. N'in ket d'o c'hlask ez lec'h.
Pa vez lakaet proust ha céline e bannoù-treset, evel ma vezont lakaet e filmoù, eo marteze peogwir n'eo ket tre ar memes arz? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Meu 2015 da 20:08 (UTC)Respont

Hag e-lec'h foromoù (traoù ha n'int ket degemeret gant Wikipedia da zave), e vefe gwelloc'h lenn traoù evel an dra-mañ [3], hag evel ma'z eo lavaret uheloc'hik, Maus da skouer, en deus tapet prizioù lennegel.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Meu 2015 da 20:14 (UTC)Respont

Evel-just ez int lennegel, am eus skrivet, da lavaret eo ez eus oberennoù lennegel eus Maus ha Persepolis da'm meno (ha da hini an darn vuiañ eus ar skridvarnourien "ofisiel"). Trawalc'h eo o lenn evit merzout, ha n'int ket romantoù e komz-plaen a zo bet skeudennaouet, oberennoù digent int, a zo bet soñjet war-eeun e stumm bannoù-treset.
Gwechall e talveze "lennegezh" kement ha "gouiziegezh" ; adal an XVIIIvet kantved e kemmas ar ster : « an oberennoù skrivet gant ur preder a genedelezh » (ha n'eo ket : "kened"). Nemet ez eo skort un tamm an termenadur-se c'hoazh : pe genedelezh ? Hini ar stumm, da lavaret eo stil en oberennoù e komz-plaen pe e gwerzennoù – stil an tresadennoù ivez, hiziv ? Hini ar c'healioù, ar fromadennoù ? Hini an istor e-unan end-eeun ? An doare da gas al lennerien gant red an istor ? Moarvat ez a an holl grefen-se da sevel un oberenn lennegel. Hag an holl a gaver e Maus ha Persepolis ; un oberenn lennegel all eo ar manga Hikaru ho Go gant Hotta Yumi (skrid) hag Obata Takeshi (tresadennoù), a-douez levrioù treset all.
Bezet pe vezet, da bep den da varn : daou pe dri levr lennegel a lennan bep sizhun, e meur a yezh, met n'on ket evit gouzañv doare Jean-Marie Gustave Le Clézio, hag eñ Priz Nobel al Lennegezh 2008, padal e vourran o lenn oberennoù Yeun ar Gow, Paul Auster, Murakami Hiraku, Fruttero & Lucentini, Don DeLillo, Lu Wenfu ha degadoù all.
Kalz oberennoù skiant-faltazi a veze sellet outo evel islennegel gant al lenneien glasel ; piv a gredo hiziv lakaat Ray Bradbury, Arthur C. Clarke pe Theodore Sturgeon e-maez lennegezh ar bed ? Kemmañ a ra sell an dud war al lennegezh, ha gwell a-se.
A-zivout ar roll end-eeun : oberennoù a zo deuet da vout klasel a gaver ennañ, liesyezhek eo (ul levr euskarek zo ivez), lies an doareoù (Cyrano de Bergerac ha Ray Bradbury)... met ur roll 100 levr hepken eo. Bez' ez eus du-mañ ur roll eus 100 pennoberenn lennegel skosat : evel-just ne c'haller ket krennañ lennegezh ar bed en ur roll 100 titl ennañ, met degas lennegezh ar bed da vedig ar brezhoneg eo ar pal (me 'm bije tennet an 13 levr gallek, rak 99,9% eus ar vrezhonegerien a lenn lennegezh vrezhonek hiziv a oar lenn lennegezh c'hallek).
Ha ret eo goprañ an droerien vrezhonek ? Meur a levr am eus troet e brezhoneg, ha ne'm eus goulennet gwenneg ebet. An embannerion vrezhonek avat o deus goulennet yalc'hadoù evit ar moullañ ha, dreist-holl, evit prenañ ar gwirioù. A-douez roll OPaB em eus troet, abaoe 2001 hag o kendelc'her, Farenheit 451, Rebecca, The Prophet, To Kill a Mockingbird, Brave New World, Se questo è un uomo, , 1984, El Viejo que leia novelas de amor ha The Picture of Dorian Gray diwar o yezh orin — Das Parfum ha Suputoniku no koibito am eus troet gant harp ar saozneg hag ar galleg, pa n'on ket barrek a-walc'h war an alamaneg hag ar japaneg evit treiñ war-eeun. Petra zo c'hoarvezet ? Diembann int chomet, peogwir "n'eus ket arc'hant evit ar gwirioù", "ne blij ket ar skiant-faltazi da Vreizhiz", "ret eo krouiñ al lennegezh vrezhonek, al levrioù-se zo bet lennet e galleg dija", da lavar an embannerien. Perak kendelc'her ? War CD-ROMoù emañ ar skridoù brezhonek-se, ha pa vo doareoù nevez d'o mirout e vint miret. Bez' ez eus anezho.
Pa oa bet embannet ar roll e oan aet e darempred gant OPaB, a lavaras din e raje OPaB war-dro paeañ ar gwirioù, met d'an droerien da gavout un ti-embann, ha d'an ti-embann d'ober e vicher. N'eus bet anv ebet a c'hoprañ an droerien. Klasket em eus mont e darempred gant tiez-embann : respont ebet.
Emaon oc'h echuiñ treiñ Nils Holgerssons underbara resa genom Sverige Selma Lagerlöf (Priz Nobel al Lennegezh 1909), n'emañ ket war ar roll – ur CD-ROM all eta ! — 2.13.213.68 25 Meu 2015 da 21:15 (UTC)Respont
  • Ha ret eo goprañ an droerien vrezhonek ? Ha ret eo goprañ ar gelennerien vrezhonek? Ar vedisined? Saverien listennoù an Ofis?
  • Meur a levr am eus troet e brezhoneg, ... Ro dimp o anvioù 'ta, ma'z int bet embannet.
  • ... ha ne'm eus goulennet gwenneg ebet. Setu un arguzenn vat hag a blijo d'an droerien all. Me gred e tlefes ober berzh gant an embannerien a gavo gwell kaout ul labourer dic'hopr eget unan da baeañ.
  • An embannerion vrezhonek avat o deus goulennet yalc'hadoù evit ar moullañ ha, dreist-holl, evit prenañ ar gwirioù. Marteze ez eus bet embannerien o c'houlenn yalc'hadoù evit prenañ gwirioù. Daoust ha bet o deus, se a chom kuzh, ha n'eo ket pal ar roll, a zo sklaer : paeañ troerien. Evel-just e vez implijet d'ober traoù all ivez : da vrudañ ar rannvro hag ar bolitikerien. Ne gredan ket e vefe implijet, gant an embannerien, arc'hant an droerien da brenañ gwirioù : se a vefe gwallimplij arc'hant foran, hag a c'hallfe o c'has dirak ul lezvarn.
  • Kalz oberennoù skiant-faltazi a veze sellet outo evel islennegel gant al lenneien glasel ; piv a gredo hiziv lakaat Ray Bradbury, Arthur C. Clarke pe Theodore Sturgeon e-maez lennegezh ar bed ? Kemmañ a ra sell an dud war al lennegezh, ha gwell a-se. A-du ganit a-hed an neudenn.
  • Trist eo mirout troidigezhioù pennoberennoù ez tiretenn: ma ne fell ket d'az komper hag amezeg trec'hlidus o embann (perak 'ta ne fellfe ket dezhañ?), kae da embanner!

Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Meu 2015 da 04:59 (UTC)Respont

Tagadennoù personel, bepred, bepred ha bepred...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Meu 2015 da 07:25 (UTC)Respont

Me ne welan ket, met lar din pelec'h, ha ma kavez e tennin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Meu 2015 da 07:28 (UTC)Respont

«Me ne welan ket.» Kendalc'h d'ober goap.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Meu 2015 da 08:05 (UTC)Respont
???
Ma klasket kompren penaos e vez graet tagadennoù lous , setu unan :https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gwadaloup&diff=1631989&oldid=1631985

Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Meu 2015 da 18:34 (UTC)Respont

Paeañ an droerien?

kemmañ

Me gred eo sklaer aze : *http://www.bretagne.bzh/jcms/preprod_164208/br/aide-a-la-traduction-litteraire-en-langue-bretonne . Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2015 da 08:07 (UTC)Respont

Lennegezh

kemmañ

N'eo ket amañ e tle ar gaoz-se bezañ, setu lakaet ganin al liamm-mañ er pennad bannoù-treset: http://plus.franceculture.fr/partenaires/nantes/la-bande-dessinee-est-ce-un-genre-litteraire. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Meu 2015 da 16:31 (UTC) .Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Troidigezhioù lennegel brezhonek arc'hantet gant Kuzul-rannvro Breizh".