Kaozeal:Troioù-kaer Katell ha Pêrig

Evezhiadenn diwezhañ: 3 bloaz zo gant 90.32.220.180

Er pennad em boa lakaet Tountou Yann dre ma 'z eo ar pezh a zo skrivet el levr, zoken ma n'eo ket an dibab reizh nag an hini wellañ. Hervez ar respontoù emaon gant ar soñj adlakaat ar stumm-se. A galon --Y-M D 25 Eos 2009 da 21:02 (UTC)Respont

Ah ma! Ne ouien ket e oa skrivet evel-se el levr.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 21:17 (UTC)Respont
N'eus kudenn ebet, kompren a rafen mat ne vefe ket al lennegezh a lennfez (hag ar re all ivez) bep noz, me kenebeut ne ran ket. Adlakaat a ran ar stumm orin neuze ? --Y-M D 25 Eos 2009 da 21:19 (UTC)Respont
Doujañ d'ar pezh a zo skrivet el levr a zo d'ober, daoust ma ne gaver ket ar ger tountoun (eontr e-barzh geriadur Roparz Hemon hag e-barzh hini F. Favereau) er geriadurioù... Mat e vefe kaout alioù (fur) tud all.--Ex-Smith 25 Eos 2009 da 21:25 (UTC)Respont
N' eo ket mallus kement-se neuze e c'hortozin warc'hoaz d'an nebeutañ. Trugarez vras evit da respont. --Y-M D 25 Eos 2009 da 21:29 (UTC)Respont
Setu un nebeut reveziadennoù eus ar ger tountoun, kavet e kazetennoù kozh : https://deroff.ddns.net/korpuzn.php?A=%C2%A7tountoun&B=FHB+ARW+ESBr&C=1&D=n 2.14.237.245 10 Mae 2021 da 19:13 (UTC)Respont
Ar stumm tonton a gaver er geriadurioù (Favereau, Devri...) koulz hag er skridoù ([1]). --Hans Abherve (kaozeal) 19 Eos 2021 da 07:44 (UTC)Respont
Favereau : "TONTON [...] ‘me da grougo, tountoun’ (mouezh ar pichoun L / Li surnom du rouge-gorge) & [...]" 90.32.220.180 19 Eos 2021 da 12:18 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Troioù-kaer Katell ha Pêrig".