Kaozeal:Unix

(Adkaset eus Kaozeal:UNIX)
Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Yun e kaozeadenn Dafariaded - Dafariadoù

Dilec'hiet diwar Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai

kemmañ

Demat dit,

Deut out da gemmañ gerioù war ar pennad UNIX hag e lavarez eo evit "eeunañ" ar c'heriaoueg. Da skouer 'teus lakaet "lavar" evit "langage informatique". Ur ger arall 'zo hag a zo reishoc'h hogen dreist-holl azasoc'h ouzh 'langage info." : areg.

Sed aze dres ur luziadenn diezhomm. Ma oar an dud ez eus diforc'hioù etre lavar an dud hag hini an ardivinkoù, e yezh ebet ne implijer gerioù disheñvel evit komz deus an eil hag egile. Abanna (lezanv Guy Etienne) her anavez e-unan e-diwezh pennad "langage de programmation" [GEST] (teskanv Geriadur ar stlenneg). Ma komzer e saozneg eus "natural language" ha "programming language". Perak e rankfe ar brezhoneg, ur yezh m'eo diasur e saviad evel a ouzomp, bezañ finoc'h eget yezhoù a zarempred etrebroadel ? Jañ-Mai 27 Du 2006 da 17:19 (UTC)Respont

Red eo d'ar brezhoneg diorren ma ne fell ket dimp e chomfe ur yezh diazas ouzh an ezhommoù a-vremañ. Ha "diorren" a zo war an dro he finvidikaat. Arveret e vez just a-walc'h un holloueziadur da zeskiñ gerioù nevez, da binvidikaat ar yezh arveret gant ar re a fell dezhe azasaat o brezhoneg ouzh ar bed a-vremañ. Ouzhpenn-se e vez arveret ar gerioù implijet ganin a oa bet danzeet gant Preder evit treiñ meur a veziant evel da skouer "OpenOffice.org".

Ha n'eo ket souezh, pa 'z eo unan eus troereien an Drouzig, hag o c'huzulier yezhel war brim, un ezel eus Preder (her sammañ a ra). A-hend-all, troidigezhioù graet gant tud all (re g-KDE, levrioù MicroApplication, lec'hiennoù Euroseek, Google, ar merdeer Opera, Gnome... e-touez reoù all) o deus puñset gant muioc'h a zamant e [GEST] Jañ-Mai 27 Du 2006 da 17:19 (UTC)Respont

Neuze ? Petra e fell dimp e vefe ar brezhoneg en dazont ? Perak 'ta bezañ aon dirak ur sapres trevell hon eus d'ober da lakaat ar brezhoneg da vezañ ur yezh arnevez.

Arabat vije barnañ mennadoù an dud diwar un treuzintent. Me ivez 'fell din e yafe hor yezh war-raok, hag e c'hallfer displegañ enni kement tachenn 'zo eus ar vuhez a-vremañ. Setu perak em eus kemeret perzh abaoe un toullad bloavezhioù e raktresoù treiñ meziantoù ha lec'hiennoù ar Genrouedad, ha nevez 'zo e Wikipedia. N'eo ket rak an trevell am eus aon ; fellout a ra din e vije lennadus ar skridoù savet ganeomp, ha ne tennfent ket da lod eus skridoù Preder pe Imbourc'h ma taper dishilañ enno ur ger diwar zek, ha pakañ poan-benn pe boan-gof war brim ;-) Jañ-Mai 27 Du 2006 da 17:19 (UTC)Respont

Brav eo bezañ komprenet gant ar re gozh hogen eo brav ivez (bravoc'h marteze) prientiñ dazont hor yezh evit ar re hec'h arvero a-benn bloavezhioù. --Padraig Marc'heg 24 Du 2006 da 18:26 (UTC)Respont

Perak 'ta "a-benn bloavezhioù" ? Evit an dud a hiziv an hini e fell din labourat, ha mont pazenn ha pazenn da ambrougañ striv hollek ar bobl brezhoneger evit adperc'hennañ he yezh. Dre glask sevel eskemmoù etre aozerien ha lennerien, o teurel pled ouzh petra zo degemeret ha petra n'eo ket, setu doare an hentenn a fell din lakaat e pleustr. Un tamm disheñvel 'ta deus doare paotred Preder hag a vourr kas da benn o foelladennoù uhel diwar lein o zour ivor ;-) Jañ-Mai 27 Du 2006 da 17:19 (UTC)Respont

Geriaoueg

kemmañ

Me 'gav din e ranker bezañ evezhiek-kenañ evit a sell implij an nevezc'herioù en un domani evel hemañ, n'eur ket boas da blediñ gantañ e brezhoneg. Evel just e c'haller silañ hini pe hini, pa ne gaver ger ebet er genyezh evit bastañ d'an ezhomm, met ar blegenn-mañ a rankfe bezañ an hini nemeti. Ar riskl a zo bezañ distaolet gant an dud a youl vat (ne gomzan gant deus ar bismigerien a vo kavet n'eus forzh penaos) dre un reñver a c'herioù dianav. Ha ret eo soñjal, gant an aroueziel m'eo an dachenn-mañ, e teuio tud 'zo da lenn pennadoù a denn d'ar stlenneg evit barnañ doare yezh ar Wikipedia en e bezh. Ur c'hempouez zo bet kavet e tachennoù all, etre derc'hel ur yezh vev ha yac'h eus un tu, ha tapout implijout ur c'heriaoueg spis eus an tu all.

Ne 'gav ket din e rankfed sellet ouzh Geriadur ar stlenneg gant Guy Etienne evel bibl ar Gristenien, al levr peurglok ha difazi. Dav deomp kounaat ez eus ur bredvezeg eus an aozer, neket ur stlennegour. A zo muioc'h, kaset en deus e damm labour da benn e-unan-penn. Kement-se ne lavaran ket evit teurel dismegañs war e oberenn, met evit ma vo degemeret evel ma tellez : ur vammenn e-touez reoù all, peadra da bourchas diskoulmoù a-wezhioù. Ne vije ket fall derc'hel kont ivez eus al labourioù all bet kaset da benn en dachenn, an troidigezhioù meziantoù pergen, evit sklêrijennañ an dibaboù geriaouiñ.

Dre vras an hent dibabet gant an Ofis en hevelep degouezh eo an hini a erbedan heuliañ, da lâret eo :

  • ober gant gerioù hollanavezet ar genyezh kement ha ma c'haller (implijer vs. arveriad, urzhiad vs. arc'had, ) ;
  • stadañ ha kadarnaat (nemet ha diboell e vefe) an dibaboù geriaouiñ bet graet endeo ;
  • mirout an nevezc'herioù evit kealioù dibar d'an dachenn (sk. reizhiad korvoiñ, kempuner), en ur ober en doare ma vo degemeret ar ger (dre e implijout en ur gendestenn sklaer, pe menegiñ ar ger kevatal e saozneg ha/pe e galleg ar wezh kentañ ma reer gantañ).

Jañ-Mai 24 Du 2006 da 11:01 (UTC) G.S.: ijinour war ar stlenneg eo va micher, labourat a ran war reizhiadoù Unix dres, Solaris ha Linux pa lavarin mat...Respont

N'on ket ijinour, ne lennin ket pennadoù ar stlenneg gwall alies, met un dra a zo sur: n'eus levr ebet a vije santel na sakr: nag ar Bibl, na hini ebet all. Neuze e savan a-du gant JM.Bernez Bernioù 24 Du 2006 da 13:18 (UTC)Respont

Me kenebeut n'on ket ijinour hogen e soñj din e ranko diorren ar yezh war an dachenn deknikel.

Un tamm arvarus e kavan skrivañ war un domani n'anavezer ket mat. Taolet 'm eus ur sell war ar c'hemmoù diwezhañ 't eus degaset an dibenn-sizhun tremenet, ha traoù 'zo 't eus ket intentet fraezh, evit a sell istor Unix da skouer. Unix zo deveret eus Multics goude ma vije en em dennet AT&T diwar ar raktres, ha n'eo ket ar c'hontrol. N'haller ket ober anv a Unix a-raok an hañv 1969. Deiziad ar 1añ a viz Genver 1970 n'eo ket hini ganedigezh ar reizhiad, n'eo ken gwerzh izelañ ar varienn eur war ar reizhiad (da lavaret eo n'oufe ket ar reizhiad merañ restroù bet ganet a-raok)... Anavezout a ran mat a-walc'h istor Unix, ha entanet on gant ar reizhiad-se abaoe pellik, setu on mennet da gemer perzh evit sevel ha gwellat ar pajenn-mañ. Reizhañ a rin ar fazioù, ma n'out ket enebet. Ma soñj a oa treiñ diwar ar bajenn saozneg, en ur ouzhpennañ munudoù diwar pajennoù all, kentoc'h eget skridaozañ diwar netra evel out kroget d'ober war a seblant. Jañ-Mai 27 Du 2006 da 17:19 (UTC)Respont

Roll un holloueziadur a zo just a-walc'h lakaat an dud da binvidikaat o yezh en ur dizoloiñ traoù diwar tra pe dra pe azasaat ar yezh anavezet hag implijet gante (evel evidon-me, brezhoneger eus bro Dreger) ouzh ezhommoù spesadel ar bed arnevez ha teknikel. Ya gwir eo, e c'hell dipitañ tud un doare re "vodern" da skrivañ ; setu perak e rankomp lakaat muioc'h a erenoù war ar gerioù nevez d'o displegañ hag o lakaat da vezañ anavezet hag arveret tamm ha tamm (gallout a reer ivez marteze lakaat an daou stumm brezhoneg, pa vez, eus ur ger teknikel saozneg pe c'halleg evel da skouer : "goulev/programm") . Ur sapres labour prizius a vez graet gant Ofis ar Brezhoneg hogen ul labour ken prizius all e vez graet gant Preder ivez !

Ur si a gavan gant doare labourat skipailh Preder avat : labourat a reont etrezo en o c'hornig, pell deus ar metoù a zo e kaoz en o oberennoù. Er c'hontrol e klask an Ofis bodañ holl aktourien ur gennad evit kavout ar poent hag ober kinnigoù. Tabut a sav a-wezhioù en eil degouezh, met da nebeutañ ez eo a-raok embann tra pe dra, neket war-lerc'h ! Jañ-Mai 27 Du 2006 da 17:19 (UTC)Respont

N'eus ket levr sakr evit Wiki, goût a ran, n'on ket deut sot tudoù !! Hogen e fell din nemetken (en ur dremen eurvezhioù hag eurvezioù) kemer perzh e diorren ur yezh ha n'am bije ket c'hoant e vije-he o vont da get ablamour ma vije diazas ouzh an ezhommoù a-vremañ. Ur roll pedagogiezh hon eus neketa ? Er meziantoù bet troet e brezhoneg, ez'eus ur bern gerioù o tont eus "geriaoueg ar stlenneg" savet gant Etienne Etienne (arf) ; neuze, daoust ne rankfemp ket boazaat an dud d'ober gante en ur o deskiñ dezhe ? Met bon, mar fell deoc'h hag evit paouez gant seur tabut, e lakain un tammig nebeutoc'h a vrezhoneg "re" arnevez hiviziken em fennadoù teknikel.... hag e savin muioc'h a bennadoù bihan da reiñ ster ar re implijet (evel 'meus graet evit da skouer "meziant", "periant" pe "ketal arveriad" hogen gant gerioù boutinoc'h marteze...ha graet e vo evit "goulev", "stael", "erounit" (implijet e OpenOffice.org) ha kement 'zo...) pe lakaat ar ger boutinoc'h e-kichen hini dianavezetoc'h

Prest on neuze da genderc'hel gant ar pennad UNIX o terc'hel kont eus an adverkoù-se. Gant ma gwellañ gourc'hemennoù (hag am digaresit da vezañ bet dipitet un tammig pa n'am boa ket lennet a-raok ar pennad war "kaozeadenn" (n'on ket c'hoazh boazet gant an holl doareoù Wiki)--Padraig Marc'heg 25 Du 2006 da 06:14 (UTC)Respont

C'h' in da zaskemmañ pep pennad savet ganin d'eeunañ o c'hompren (o lakaat da dalvezout an adverkoù a-us). Lezit 'ta un nebeut sizunvezhioù din d'hen ober ....mersi bras deoc'h --Padraig Marc'heg 25 Du 2006 da 10:54 (UTC)Respont

Evit pezh a sell ouzh ar pennad diwar-benn UNIX ec'h az lezan laouenn da genderc'hel ganti pac'h out un arbennigour war ar gennad-se hogen evelkent ne zeue ket ma zamm labour "diwar netra"!. Dit da c'hoari bremañ, me 'meus poan siwazh gant ar saozneg hag ne 'meus ket an amzer d'e zeskiñ....dibabet kentoc'h da zeskiñ en un doare damzeread yezh ma bro ha d'e zeskiñ d'am zro d'am bugel yaouank...digarez.

Kudenn 'bet, derc'hel a rin da gas al labour war raok. Evit a sell ar saozneg : lingua franca ar stlennegourien eo, sed pa 'z eur war ar vicher eo un tamm aesoc'h intent al luc'haj. Bugale ivez am eus ha treuskas ar yezh dezho n'eo ket ar pep diaesañ : ober ma rafent implij anezhi, eno emañ an dalc'h ! Lakaat en o c'herz ur benveg evel Wikipedia a c'hell o skoazell da vont pelloc'h ganti, just a-walc'h...

Ur goulenn 'meus evidout ivez : penoas 'ta dont a-benn da gaout ar CDoù Ubuntu e Bzh pe bellgargañ ar reizhiad korvoiñ-se (labouret 'moa eurvezhioù hag eurvezhioù d'en em stummañ gant ar soñj da vezañ ardead (pe merour) (ne oan ket bet betek penn ar jeu...) war ar reizhiad LINUX 2 vloaz 'zo ; dijoñjet 'meus traoù abaoe siwazh hag emaon e-sell bremañ kregiñ e-barzh en-dro hogen e brezhoneg ar wech-mañ ?) --Padraig Marc'heg 27 Du 2006 da 19:10 (UTC)Respont

Evit a sell ouzhin, n'am eus ket staliet c'hoazh troidigezh vrezhoneg Ubuntu, graet am boa gant ur CD ezkarget diwar lec'hienn-greiz Ubuntu :

Pajenn ezkargañ Ubuntu

War ar bajenn da heul avat ez eus anv eus ur CD Ubuntu brezhoneg ez bev (live-CD, da lavaret eo a c'hall seveniñ -- pe erounit mar karez -- hep bezañ bet staliaet war ar bladenn galet). An hini en deus e brientet a zo tomm ouzh ar yezh, met n'he c'homz ket c'hoazh, setu perak eo savet ar bajenn e galleg... Bezet a vezo, pa n'en deus ket kavet a herberc'hier, kinnig a ra kas ur CD d'an neb a c'houlenno. Sellet ouzh :

Pajenn live CD Ubuntu-br

Ar perag har ar penaos a zo displeget er forom m'emañ e chomlec'h da heul :

Kaozeadenn a-zivout live CD war Ubunty-br.net

Dafariaded - Dafariadoù

kemmañ

Me soñj din e ranker lakaat kemm etre ar boudoù bev (liester -ed) hag an traezoù (liester -où). Da skouer e c'heller lenn war geriadur an Here ur pennad kannerez -ed : Plac'h a zo he micher kannañ an dilhad , hag ur pennad all kannerez -ioù : Ardivink da gannañ an dilhad. Setu e kinnigan ober gant al liester dafariadoù evit un dra a rank chom en e renk : hini an ardivinkoù :-)--Yun 4 Kzu 2006 da 14:13 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Unix".