Kaozeal:Urzh an Erminig
Ha perak mont a Henri Kefeleg da Henri Queffélec 'ta ?!--Prieladkozh (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 14:22 (UTC)
Chomomp gant Kefeleg mar plij deoc'h, med red e vefe krouin liammoù da Queffélec, rak nep lec'h all ne gaver e anv skrivet e stumm brezhonek : e Pariz e oa o chom ar skrivagner, ha biskoaz ne skrive e anv e brezhoneg.--Morgane44 (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 15:04 (UTC)
- N'ouzon dare e pelec'h emañ ar wirionez er c'hraf-mañ. Ar pezh a zo mat, a-raok kregiñ gant ur pennad bennak da vat, eo gwiriañ hag-eñ ne vefe ket eus an titl anezhañ er pennadoù all dija. Krouet e oa bet ar pennad diwar-benn Urzh an Erminig gant Gwenn d'an 13 a viz Meurzh 2007, Henri Kefeleg bet lakaet ennañ raktal. N'emaon ket o lâret ez eo gwir bater met, marteze, e vefe mat goulenn gant an implijerien all pehini 'vefe ar gwellañ e-touez Henri Kefeleg, Herri Kefeleg ha bremañ Henri Queffélec ?--Prieladkozh (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 15:39 (UTC)
Ma vefe dibabet Kefeleg, e vefe kemmet ivez anv ar vugale ? Anne Queffélec ha Yann Queffélec ? Biskoaz ne skrivont o anv e brezhoneg. Ne m'eus ket sonj e oa brezhoneger ar skrivagner, e holl levrioù oa bet embannet dindan an anv "Henri Queffélec". Ma oa bet skrivet pe troet e levrioù e brezhoneg dindan an anv "H.Kefeleg", dishenvel e vefe an traoù hervezon. Graet em boa mod-se hervez an implij (selon l'usage). Grit a hend-all, Grit ur "referendom" m'ho peus c'hoant, Goulenn digant ar re all a vefe mat a dra sur, n'on ket evit kas tabut bennak :) A galon --Morgane44 (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 16:27 (UTC)
- N'eo ket klask tabut goulenn ali an dud: reolenn ar wikipedia eo. Ur reolenn all zo ivez : skrivañ an anv evel a gaver war al levrioù. Ar gaoz -se zo bet dija diwar-benn un den a vije bet anvet Jul Vern. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 16:31 (UTC)
Sed amañ ar pezh ho poa skrivet war ho Pajenn Implijer : Ur bern traoù am eus da zeskiñ evit kemer perzh en holloueziadur en un doare efedus; ho trugarekaat evit reizhañ va fazioù.. Tabut ne oa ket anv anezhañ tamm ebet em evezhiadennoù : kentoc'h ober deoc'h meizañ pegen frouezhus e c'hall bezañ kaout darempredoù eskemm gant an implijerien all, ha netra ken all. Ne rin ket ken 'ta.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 17:55 (UTC)
Hopala, n'eo ket aes en em gompren dre skrid. Kudenn ebet evidon. Trugarez deoc'h Bianchi evit ho respont. Nozvezh mat d'an holl.--Morgane44 (kaozeal) 5 Ebr 2014 da 19:03 (UTC)