Kaozeal:William Faulkner
Diwar-benn kêrioù New Orleans ha New York: -pe e virer an anvioù e yezh (ofisiel) ar vro, marteze ar furañ tra d'ober, -pe e troer e brezhoneg, hag aze e sav bec'h:
- perak Nevez Orleañs? e brezhoneg e lakaer an anv-gwan war-lerc'h a gredan: neuze Orleañs Nevez, evel an Dre Nevez, ha re all, evel Newcastle (ha Neuchatel), a zo ar C'hastell Nevez, ha n'eo ket Nevez-Kastell!
- New York: York Nevez da vihanañ! Pe, evel ma ra Kembreiz gant o Efrog Newydd, Evrog Nevez ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2006 da 07:50 (UTC)
- Evit an anvioù-lec'h estren : pe ez eus ur stumm brezhonek evito. Geomp gantañ neuze. Pe n'eus ket. Ha neuze eo gwelloc'h degemer stumm ofisiel ar vro, pa vez, eget mont da sevel stummoù dianav na zegasont ket gwall dra. Diouzh ma zu ec'h implijan New Orleans ha New York war ar pemdez. --Fulup 4 Ebr 2006 da 19:18 (UTC)
Lennet 'm eus Nevez-York dija. Evit New-Orleans, n'ouzon ket. Reolenn an anv gwan a c'hell bezañ torret ma 'z eus un abeg (amañ klotañ gant ar stumm orin). Evit Evrog, ne gredan ket e c'hellfe bezañ degemeret e brezhoneg. --Ch. Rogel 4 Ebr 2006 da 22:23 (UTC)
Gwir eo e vez torret reolennoù ar brezhoneg hervez ar c'hoant (d'ober evel e saozneg pe e galleg, setu un abeg mat) amañ hag ahont. Ret eo ober gant Nevez Zeland, Nevez Kaledonia, hag all ivez. Ha neuze: Nevez Douar, evel Newfoundland? Hag ar Bras Aval evit The Big Apple? An Nevez Bed?
Met arabat e vo goulenn neuze digant kelennerien ober gant ur benveg ne zouj ket d'ar yezh war-lerc'h. Evrog zo brezhoneg din. Ken brezhoneg evel Dulenn pe Kerdiz. Brezhonekoc'h eget Londrez zoken. Ha kalz brezhonekoc'h (abaoe ouzhpenn 2000 bloaz) eget anvioù zo, bet ijinet nevezik zo. Ma komzer eus implij personel e c'hallan lavarout em bez tro d'ober alies gant Orleañs Nevez hag Evrog Nevez. Ne c'houlennan ket gant an dud ober eveldon. Met brezhoneg mat eo. Met peogwir emaomp o komz eus ur gêr en ur vro arallyezh greomp gant yezh ar vro. Da vihanañ ne savo ket bec'h.Bianchi-Bihan 5 Ebr 2006 da 06:53 (UTC)
N'eo ket ar c'hoantoù nag an implij personel a gont. Peseurt stummoù a zo en implij e brezhoneg ? Pa selaouer abadennoù skinwel pe skingomz, pa lenner pennadoù er c'helaouennoù brezhonek, petra a gaver ? 1) New York ; 2) Orleañs Nevez. Daveennoù : pennadoù diwar-benn ar Stadoù Unanet gant F. Kervella (Al Liamm, Damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik), Paol ar Meur (Bremañ, Al Lanv, Pobl Vreizh), Yves Miossec (Brud Nevez), Youenn Gwernig... Daoust ha lenn a reer, e diavaez Wikipedia, traoù evel Nevez Orleañs, Nevez York pe Evrog Nevez ? --Llydawr 7 Ebr 2006 da 16:46 (UTC)
Gant davaennoù evel-se e c'hellan bezañ kendrec'het. Evel-se e tleer arguzenniñ. Met ma vefe kavet stummoù all (siwazh 'm eus ket soñj eus an testenn 'm eus kavet Nevez-York e-barzh) , ret eo vefe ober un adkas sec'h (un adkas ne gaver ket ar stumm adkaset e pennad ebet evit an dud a glask dre atersiñ). --Ch. Rogel 7 Ebr 2006 da 17:45 (UTC)
Petra eo afer ar "Sanctuary danevell"? Ur romant eo, n'eo ket un danevell, daoust d'ar pezh a lavar tud zo db romantoù Faulkner. Bianchi-Bihan 16 Ebr 2006 da 08:20 (UTC)
- Ur bajenn digejañ am eus ranket sevel evit "Sanctuary" peogwir e oa pennadoù all anvet evel-se dija (ur manga, da skouer). Graet em eus gant danevell peogwir e oa "novel" e saozneg. N'on ket chalet e vefe lakaet "romant" e plas. N'eo ket evit ar blijadur e klaskan adkempenn liammoù a-dreuz avat (romant faulkner a gase d'ar manga). Setu, a-raok skarzhañ ar pezh a ran n'eo ket diaes gwiriañ pe goulenn ganin. Peurliesañ ne gasan ket ma amzer o voc'hañ pennadoù an dud. Gallout a ra saver ar pennad gwiriañ al liammoù bev zo en e bennad ivez. Nebeutoc'h a labour evit ar re all. Sellout bremañ ouzh pennadoù Sanctuary ha Sanctuary (manga) --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:29 (UTC)