Kaozeal:Yann-Baol an Noalleg

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ne gavan ket pelec'h emañ pe e oa al lycée Laennec e Roazhon. Unan zo e Pont-'n-Abad, met diverket eo bet er pennad ha lakaet Roazhon en e blas hep displegañ perak. --2A01:CB08:890E:C600:A5D8:C80A:FE56:8451 27 Gen 2022 da 10:41 (UTC)Respont

Te, pa n'ouzout ket, a lak n'eus forzh petra hep gouzout perak. Na displegañ perak. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2022 da 13:41 (UTC)Respont
N'oun ket da biv e kredez skrivañ, met seurt belbiaj ne respont ket d'ar goulenn ; neuze den ne oar hag e Roazhon pe e Ponâd e oa bet YBaN ? 2A01:CB08:890E:C600:1446:7880:7ABE:E85E 27 Gen 2022 da 15:46 (UTC)Respont
Ac'h, kemmet ar pennad ganit hep displegañ perak ha hep reiñ daveoù. Bremañ, penaos gwiriañ e oa bet YBaN kelenner el lise-se ? Petra eo ar vammenn, pa n'eo ket skrivet bloaz e c'hanedigezh zoken ? 2A01:CB08:890E:C600:1446:7880:7ABE:E85E 27 Gen 2022 da 15:59 (UTC)Respont
Dibab a rez/a rit skrivañ evel a garez, hep anv, dibab a ran respont dit/deoc'h evel a garan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2022 da 16:29 (UTC)Respont
N'eo ket din e rankez respont, da implijerien Wikipedia ne lâran ket. Ret eo reiñ daveoù, ur reolenn divrall e Wikipedia eo. Arabat eo dit skrivañ Kelenner war ar jedoniezh eo bet e lise Laenneg-Robidou Roazhon "evel a garez" : ha gwir pe faos eo ? Degas ur brouenn, ma'z eo gwir. 2A01:CB08:890E:C600:1446:7880:7ABE:E85E 27 Gen 2022 da 17:05 (UTC)Respont
Kerzh da c'houlenn digantañ, evel-se e oari. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2022 da 17:43 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Yann-Baol an Noalleg".