Kaozeal:Yezh

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant 90.32.241.28 e kaozeadenn 09/01/2015

Med ar poz "langaj" a zignifi "patois, idiome" vid an darn-vrassañ eus an dud er maes deus bro gwened. Vi-toare oa poz e-bet a-rôg vit lâr'd "langue" e brezhoneg, pa nije c'hoant un den bennaket lar'd ur yezh lâre : ar saozneg, ar galleg... ha kement so c'hoazh. Ablam d'an dra-he é be' divizet adkemer ar poz "yezh" vid henn ober. N'on ke' nassionalist é skriva "yezh" met ur pôtr 80 'la dija n'eus c'hoant lar afe ar yezh, just a-walc'h, war-raog. James ne lârin "langaj" evit ur yezh ; dismegañsus ê pôtr powr.

Ar gaoj yezh zo bet kollet a-c'houde gwerso. 'Vez ket dizouaret ar c'haojoù mod-sen, ha surtoud 'vez ket laket ar vretoned d'en impliiñ pa ne sinifia nitra bet deze. "Langaj" zo komprenabl, graet 'vez geti partoud pe gosig, er-maes a Vro-Gwened iwe, ma den kaezh (ma anawa tud doc'h Kuzh-Heol Kerne hag a ra ged ar gaoj-sen ewid lâred langaj, hag emant pell-bras doc'h Bro-Gwened). Lod 'rall 'lâra "lang", "parlant" ha me 'ouia-me. "Yezh" sinifia ket nitra ken, ha gwell vehe amprestiñ c'hoazh un dra 'rall ged ar galleg kentoc'h ewid kemer kaojoù kollet. Ar c'haojoù 'chañcha mod toud an traoù. Boud zo kaojoù hag a zo bew 'mesk ar bobl, n'eus ket afer da vont da glazh kaojoù marw, àr zigarez 'mant keltiekoc'h. Ar langaj 'y a àr-raog e-gunon, en ur fesson naturel. N'eus ket afer da sewel kaojoù sod pe da zizouariñ lod: ar c'haojoù zo afer doc'hte zo bar langaj deja, mod'rall zo moayand amprestiñ. Ar gaoj langaj n'eo ket dismegañsus 'nezoñ partoud, ha me 'lâra deoc'h n'ema ket bar lodenn vrassañ doc'h ar vro. "Langachañ" zo dismegañsus, pas "langaj" berped. Trekehe deoc'h mont da glewed brezhoneg ba kornioù 'rall: estroc'h ewid ho prezhoneg-c'hwi zo bar vro. Ar c'haojoù 'sinifiant ket be'ped ar mem tra partoud.

Un dra 'rall: "idiome" sinifia "langue" ba galleg, 'ma ket dismegañsus 'nezoñ, pezh ziskoa 'ma ket forzh splann ster ar c'haojoù ba ho penn iwe.

Gomprenan ket iwe perag chañchet ar pezh a skrivan-me ba guénédeg, pa skrivet-c'hwi ba ur brezhoneg zo ur parlant-bro iwe, ged e-leizh a draoù ha n'eus ket doc'hte bar brezhoneg peurunvan. Ma karet ar parlantoù-bro (dialektoù), laosket-me da skrivo 'mod 'karan: ar re 'ouia brezhoneg am c'homprena 'mod ho komprenant c'hoazh iwe. Me ne chañchan ket pezh skrivet-c'hwi: me zo digor ma spered ha ne joñja ket din ema faos pe fall pezh so bar parlantoù 'rall.


Guénael

Ya med mad e vefe nom emglew war ar skritur mestra. Penaos e ray ur pôtr pe ur plac'h ma n'eus c'hoant klask ur poz, da skwer armerzh. klask a ray armerh pe armerz pe armerzh ? Plij a ra din lenn ho kwenedeg med dalc'hen a ran soñj deus tud all nije c'hoant kompren da vad ar pezh peus skrivet, ma peus c'hoant e vefe emsavoc'h vidout skrivañ en etrerannyezhel. Er penn kentañ m'a bet savet wikipedia e brezhoneg en etrerannyezhel med ur pôtr na bet cheñchet toud an traow ha laket tout e peurunvan. Ma meus laket ho traow e peurunvan noa ked evit cheñch ho traoù penn da benn met evit be êsoc'h da lenn vid ar re all ha kempouelloc'h e-keñver ar peurrest deus an traow bet skrivet beked-henn war wikipedia. Evit fed "yezh" meus bet gwelet ba bro leon ha bro dreger ha bro gernev e oa dismegañsus ar poz "langaj". Penaos ober bremañ ? Dalc'hen d'om gannañ evit fed se.?


Laret din mar plij deoc'h ba pezh korn a Vro-Leon, Treger pe Kerne-Isel 'vez lâret "yezh" ged ar bobl ! Men 'peus-c'hwi klewet ar ger-sen ??? Ar ger-sen zo bet dizouaret ged Le Gonideg pe 'ouian ket piw c'hoazh (re a ouie kembraeg ha ne blije ket dehe amprestiñ traoù ged ar galleg), med ged tud ar bobl ema bet kollet ar ger, petramant 'neus chañchet senifiañs: trouz, langaj an ewned ha traoù sort-sen. Ar senifiañs "langaj an dud" zo bet kollet a-werz'so. Pe ràet-c'hwi din hanw an den kozh ho-peus klewet ar ger-sen diar e veg...

Guénael.

Memes-tra, kavet vez "yezh" ba levr Jules Gros, e-barzh an eil volum. Pep loen e-neus e yez, Pep hini yez e vro, Kaozeal yez e vro n'eo ket eun dismegañs ha 3 egzampl all. CTanguy
  • Sinifi ket é er gir kustum de laret "langue". Mard é èl "idiome" é galleg... n'es ket moaiand laret 'vè groeit stank geton ! Ha mar ne vè ket komprenet nameit ba parréz Trédrez pé Lokémo, guèl gober get "langaj", hag e vè laret ha komprenet partout.

Guénael 04:05, 4 Nov 2004 (UTC)

Discussion déplacée

kemmañ

Comme le début de l'article virait à la discussion, je l'ai déplacé ici. Non pas que ce soit inintéressant, bien au contraire : on a au moins établi que "yezh" et "langaj" se disaient, mais ça ne fait pas un article encyclopédique. R 20:49, 8 Nov 2004 (UTC)

Yezh a vez implijed stank-ha-stank gant langaj e Bro Dreger, n'eus ken nemed selled deus ar geriadur bed savet gant Jules Gros Le Trésor du Breton Parlé ("Kaozeal yez e vro n'eo ket eun dismegañs" parler la langue de son pays n'est pas un déshonneur, p. 677 J-Z, ha " peb loen e-neus e yez", chaque animal a son langage, p.676 J-Z).

  • Sinifi ket é er gir kustum de laret "langue". Ha mar ne vè ket komprenet nameit ba parréz Trédrez pé Lokémo, guèl gober get "langaj", hag e vè laret ha komprenet partout.
  • Implijet ew iwe ba Kerne Uhel ha ba Bro Leon stank-ha-stank gant langaj med gant ur ster disheñvel (langaj = argot)
  • E pelec'h 'ta 'peus klewet "yezh" ? C'hwi 'c'hell lâred tre din pelec'h ha piw 'peus klewet éh implijet ar ger-se e Kerne ha Leon? Ha ma ne vez lâret "langaj" na "yezh" ewid lâred "langue", penaos 'vez lâred'ta ?
  • Gant ma mamm-gozh ba Kerne Uhel (Plouie) e klevan-me alïes ar poz yezh Ha ba Bro Leon gant ma c'helenner a so brezhoneger a-vihanig ha n'a bet klewet araog deskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg
  • Me espera ema gwir ar pezh a lâret ase. Med ne sinifi ket e vez impliet ha komprenet er vro a-bezh (gwezhadoù, ar gaoj 'vez anawet, med ged ur senifiañs arall). Ha n'on ket sur iwe eo ar gaoj normal eid lâred "langue". Èl 'mes lâret, gwell 'vehe impliiñ ur gaoj hag a vez komprenet ged toud an dud.

Guénael 22:44, 8 Nov 2004 (UTC)


paour-tre eo ar bajenn-mañ ha savet fall ivez (n'emañ ket klok dreist-holl), dreist-holl pa vez keñveriet gant an niver a yezhoù hag ar familhoù yezhoù ez eus dija er rummadoù-se. Neal 30 Gwe 2005 à 09:45 (UTC)


hen adlâret a ran ur wezh all c'hoazh - ret e vefe adsevel ar pennad-mañ penn-da-benn rak evel m'emañ ne ra nemet eilañ (en ur doare kalz paouroc'h, anat deoc'h) pennadoù ha rummadoù bet savet dija gant titloù all (ha kalz klokoc'h int-i). ret e vefe kregiñ, moarvat, gant lâret petra a dalv an termen yezh da gentañ. ober a-walc'h a rafen-me met labour am eus da vountañ gantañ e le'h all er mare-mañ. evit an neb a fell dezhi/añ mont war-raok gant ar pennad-mañ en un doare disheñvel, mat evefe lakaat ur sell war ar pennad language war ar wikipedia e saozneg [1]. --Neal 8 Her 2006 da 11:18 (UTC)Respont

Adsevel pep tra?

kemmañ

Gwir eo n'eo ket brav ar bajenn-mañ. Poent eo ober un dra bennak. Me 'zo a-du adsevel ar bajenn "yezh" (d'am soñj ez eus gwelloc'h d'ober eget treiñ pe adkopiañ hini e saozneg, peogwir e vez mesklet un tamm "speech" (lavar) ha "language" (yezh)enni), met mat e vefe ivez sevel ur gwir raktres "yezh/lavar" e brezhoneg, da lavaret eo ober un dra prop' ha klok a-walc'h. 'Vit-se e vefe mat kendoniañ an holl bajennoù a zo dija diwar-benn ar yezhoù, tresañ "gwezennoù" ar yezhoù, hag all. Daoust hag-eñ e vefe tud a youl vat evit sikour ac'hanon? Hag alioù, pe mennozhioù 'p eus? Lo faydit de la serva bassa 25 Gou 2009 da 22:12 (UTC)Respont

Den 'bet da respont?

kemmañ

Neuze, goude bout gortozet tri bloavez e klakin o'r ma-unan... ma fell deoc'h sikour ac'hanon memestra...

09/01/2015

kemmañ

Klasket em eus lakaat un tamm urzh er bajenn, daoust din krediñ n'eus ket ezhomm anezhi evel m'emañ : ne bled ket gant ster ar ger yezh, hag ur pennad Familhoù yezh zo dija.
Meur a si zo er bajenn, re zoken. Lod zo anat, lod arall a rankfe bout gwiriet.

  • Goullo eo ar rann "Termenañ".
  • Hervez ar gartenn n'eus yezh ebet e Japan ; da "yezh en distro" emañ bet lakaet, evel an euskareg.
  • N'emañ ket ar yezhoù kreolek er rann "Kreolioù".
  • "Mongoleg Sina" : n'eus ket eus ar yezh-se.
  • "Bouzareg" : n'eus ket eus ar yezh-se.
  • Da Lenguaje ha Langage humain e kas ar pennad, ar pezh a zo direizh (dav eo diforc'hañ etre "lavar" - ar c'halloudezh da gomz – ha "yezh" – ar pezh a reer ganti).

Reizhet em eus traoùigoù.
Pe yezhoniour-ez boas da skrivañ war ar Wikepedia brezhonek a gavo ar galon da adsevel ar pennad-mañ penn-da-benn ? --90.32.241.28 9 Gen 2016 da 18:44 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Yezh".