Kaozeal:Yezhoù nilez-saharek
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup
- Evit ar yezhoù Nilo-Saharan az peus graet gant yezhoù nilez-saharek hag evit Nilotic languages az peus graet gant yezhoù nilotek. Ha ne vefe ket bet kenkoulz ober gant Yezhoù nilek (nilotic) ha yezhoù nilek-saharek (Nilo-Saharan) ? Katalaniz a ra gant Llengües niloticosaharianes, da skouer. Ezhomm am eus sklaeraat an dra-se evit ar pennad Nubia.
- ya, gwir eo, n'eo ket sklaer an traoù. klasket am eus ober gant stummoù oc'h achuiñ gant -ez (d.s. nilez- = -o e saozneg peurliesañ) atav pa vez implijet evel lostger hag implijout ar stummoù oc'h achuiñ gant -ek evit an anvioù-gwan (ds. nilek). ne glot ket atav neuze ar stummoù e brezhoneg hag er yezhoù all rak klasket am eus ober un un doare ingal hag e saozneg n'eo ket bet great evel-se atav da skwer. kudennoù a sav ivez gant lostgerioù all, da skwer turkic (turkek) kv. turkish (>turkek rik) pe c'hoazh bremañ balto-finnic kv. baltic-finnic hag am bije troet o-daou baltez-finnek. sur mat unan a vo great baltek-finnek anezhañ daoust d'ar reolenn am eus ijinet uheloc'h. lâr din da soñj, n'on ket a-enep kemmañ an traoù ivez evel-just :-))
Neal 10 Meu 2006 da 20:02 (UTC)
- N'ouzon ket re, ma'z peus lakaet se e pep lec'h. N'em eus ket ur soñj resis-resis met kavout a ran un tamm drol nilez-saharek, daoust ma komprenan az peus implijet patrom indezeuropek. Kouskoude, ma n'eus ket kemm ebet etre nilotic ha nilo-ur yezh bennak all e vije kenkoulz marteze, ober gant nilek traken evit ar rummad yezhoù-mañ. Mat e vije kaout ali tud all --Fulup 10 Meu 2006 da 21:01 (UTC)