Kaozeal:York
n'eio ket ar wikipedia ul forom kaozeadenn evit kinnig termenadurezh (daoust ha ma vez kinniget termenadurezh ha diofennet nevezc'herioù evel-just). n'eo ket trawalc'h, evidin-me atav, sevel pennadoù evel hennezh hep tamm displegadenn fetis ebet diwar-benn an tem - e pelñec'h emañ Evrog, pet a dud a vev er gèr ger, rummata ar pennad, hag all. mat e vefe sellet ouzh ar pennadoù a glot gant ar gêr-mañ er yezhoù all (ha liammañ oute) evit goût penaos ober.--Neal 4 Ebr 2006 da 09:02 (UTC)
Dont want to hurt your fellings but... vel ma 'peus lavaret din pa raen un evezhiadennig db Gwerzioù: Gra 'ta. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2006 da 06:59 (UTC) Evit ober plijadur dit e lakin dres pezh a gaver er wiki kembraek db Efrog.Bianchi-Bihan 5 Ebr 2006 da 07:01 (UTC)
'teus ket komprenet ar pezh 'moa lâret d'am soñj. un diforc'h bras a zo etre ar pezh a vez lâret en ur pennad hag an doare ma vez savet ur pennad. kaozeal a raen-me eus and opdrae da sevel ur pennad (dav wikifiañ). ha ma sellez pizh e weli a-walc'h on bet me o sevel pennadoù (meur a hini) hag wikifiet holl ivez. --Neal 5 Ebr 2006 da 08:38 (UTC)
n'on ket chalet na tamm ebet, na rez ket bil. met ret eo goût n'eo ket ezhomm ma skrivañ e saozneg, kompren mat ar brezhoneg a ran. dre chañs ne vez ket implijet yezh kentañ pep hini evit kaozeal gante amañ rak muioc'h a c'halleg evit a vrezhoneg a vefe sur... ha n'eo ket evit ma flijadur-e an hini eo e vefe wikifiet ar pennadoù, met evit an holl implijerezed/erion dre ma tenn da reolennoù mont-en-dro boas ar wikipedia , anat dit. --Neal 5 Ebr 2006 da 10:48 (UTC)
hag un anv keltiek an hini eo e gwirionez daosut ha ma vez implijet e evel-hen e kembraeg (Caerefrog pe Efrog)? ha keltiek eo ar ger levr implijet e brezhoneg hag o klotaat gant ar c'hembraeg llyfr? pe latin eo e orin kentoc'h. setu evit istor anv Evrog/York:
- York (saozneg) < Jórvík, an anv roet d'ar gêr gnt ar Vikinged;
- Efrog (kembraeg) > latin Eboracum, ha da c'houde Anglo-Saxon Eoforwic.
n'on ket etimologour na tamm ebet, met war a welan e vefe Evrog stumm kembraekaet ur ger latin kentoc'h evit ar stumm henvrezhonek pe predenek.
ret eo lâret ivez n'on ket chalet na tamm ebet ober gant Evrog e brezhoneg. --Neal 5 Ebr 2006 da 11:03 (UTC)
Jórvík zo marteze ken viking ha ma'z eo turk Stamboul. Eboracum latin n'eo ket deuet eus netra, nemet eus ar brezhoneg kozh Eboracon, evel Evro, Evreux, e Galia gozh. Evit yezhourien zo ne oa yezh ebet er vro a-raok al latin. N'em boa ket c'hoant da feukiñ den gant ur ger saoznek. Nudge, nudge, say no more.Bianchi-Bihan 5 Ebr 2006 da 13:15 (UTC)
mat eo 'vit ar saozneg met ret eo goût n'eo ket dav sachañ evezh an holl war ar fed m'eo un den bennaket estrañjour. ma vez lakaet an etrañjourion d'en em santout "er-maez" eus ar jeu marteze n'o defont ket c'hoant kenlabourat ken...
n'em boa ket lâret e oa un nav latin - nemet "war a welan e vefe stumm kembraekaet un anv latin". met ar gwir a zo ganit, un anv keltiek an hini eo. lakaet e vo an etimon er pennad.
"York or Iboracum to the Romans is one of the few remaining Celtic names (and one of the few cities which has a native Irish form). It is derived from the Celtic word for Yew Tree - which was latinised Ibor - this root exists in all celtic languages (C.B and macfhionn please confirm) - as Eabhar in Irish - remember the relationship of B and W or V sounds - and has survived in the Irish as native forms of the cities York (and by exension New York)." [1]
"2 A precursor of efwr occurs in many Celtic place names in Celtic Europe, of which the Latin forms are ...(1) "Eburacum" (now Efrog in Welsh, "York" in English) (efwr + = prefix -og, 'abundant') ...(2) "Eburobriga" (efwr + Welsh bre = hill), ...(3) "Eburodunum" (efwr + Welsh din = fort), ...(4) "Eburomagus" (efwr + Welsh ma = plain). ...(5) In South Wales, the element efwr is to be seen in the place name Dinefwr ('fort' + 'cow parsnip'), in fact the same as the Gaulish name "Eburodunum" with the elements reversed ETYMOLOGY: Welsh < British *ebor < Celtic. From the same British root: Breton evor = black alder From the same Hibernian root: Irish iubhar = yew Cf French: bourdaine (= black alder) < Gaulish eburigena. See Dinefwr, Efrog NOTE: North Wales ewr [eur]" [2] --Neal 5 Ebr 2006 da 14:23 (UTC)
ret e vefe tennañ kuit ar frezenn-mañ d'am soñj: "Brudet eo da vezañ kêr Europa ar muiañ hentet gant an tasmantoù." bevet am eus eno (eno am boa great ma studioù er skol-veur) ha biskoazh n'em boa klevet kemendal l. trioennoù tasmat zo 'vit an douristed giwr, met bez' zo ivez e praha hag e nouspet kêr gozh all 'michañs.--Neal 5 Ebr 2006 da 14:23 (UTC)
- Dedennus-kaer eo kement zo displeget amañ e-keñver istor. Koulskoude e kav din e rank ar pennad-mañ bezañ lakaet dindan talbenn "York" ha n'eo ket Evrog n'eo ket ur ger bev hiziv an deiz. Ma vez graet evel-se perak ne vefe ket lakaet ar pennad a denn da kêr "Lyon" dindan Lugdunum pe loudun ivez ? --Fulup 5 Ebr 2006 da 15:26 (UTC)
- ret eo anzav me am bije graet a-walc'h gant York met diouzh an tu all n'on ket gwall chalet gant Evrog ivez. Ar bep poellekañ, avat, d'am soñj atav, e vefe ober gant York evit ar pennad pennañ ha displegañ ar stumm Evrog all ennañ evit ma vefe aes d'an dud da gavout ar pennad a denn d'ar gêr-se dre hec'h nv anavezetañ. A-hendall, an displegadurioù a-us bet skrivet ganin n'int ket bet savet evit lâret e oa reizh ar stumm Evrog met evit diskwel n'on ket un den re lorc'hus evit anzav e oa bet faziet o lâret e teue an anv Efrog diwar al latin... ----Neal 5 Ebr 2006 da 15:38 (UTC)
- Gwir eo, hek am boa kavet lenn ne oa ket brezhoneg Evrog, ha bez ec'h eo, n'eus ket da dortal. Kinnig a ran: e vije digoret ar pennad York, ha lakaet enni kement a denn d'ar gêr a-vremañ, gant ul liamm war-du ar bajenn Evrog (a vo miret evit komz eus istor ar ger). Marteze e vo aesoc'h en em glevout eget evit kemm anv an Ticho-pin...
- Evit istor an tasmantoù, sot a-walc'h on bet evit treiñ pezh a oa er bajenn saoznek York! Kerzh di da glemm ivez. Bianchi-Bihan 6 Ebr 2006 da 13:15 (UTC)
- n'eo ket dav treiñ pep tra a gaver en ur yezh all. kavet e vez ur bern koniriajoù war ar wikipediaoù... Neal 6 Ebr 2006 da 13:51 (UTC)
- Gout 'walc'h 'ran: skrivet 'm eus ma lod.Bianchi-Bihan 6 Ebr 2006 da 17:06 (UTC)
- n'eo ket dav treiñ pep tra a gaver en ur yezh all. kavet e vez ur bern koniriajoù war ar wikipediaoù... Neal 6 Ebr 2006 da 13:51 (UTC)
Yezhadur: zo pe eo=
kemmañ"York eo anv ur gêr" a zo bet skrivet. Me 'm bije lakaet zo. Abalamour da "ur gêr". Bianchi-Bihan 7 Ebr 2006 da 04:28 (UTC)