Karantez er c'hrennlavaroù
Setu un dornad krennlavaroù diwar-benn ar garantez
Karantez
kemmañ- Kemer hep reiñ A laka ar garantez da dreiñ
- Gwelloc'h karantez leizh an dorn Eget arc'hant leizh ar forn.
- Gwelloc’h karantez etre daou Eget madoù leizh ar c’hraou
- Karantez dost, karantez laosk Karantez bell, karantez well.
- Dousoù e pep lec’h Karantez e nep lec’h.
- Gant karantez zo plijadur Ha gant madoù tamalladur.
- Ar vleunienn a dro a-wechigoù Karantez plac’h a dro atav.
- Ar garantez oc’h en em gaout An ibil kig o vont er faout.
- E-lec’h ma vank naetadurezh Ne chom ket bev ar garantez.
Karout
kemmañ- Karout hep bezañ karet A zo kriz ha kalet.
- Karout ar merc’hed hag ar gwin A denn peurvuiañ da wall fin.
- Karout kened ne bad ket pell Karout onestiz a zo gwell.
- Ha pa vijec'h ken du hag ar mouar Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar.