Kardinal

Paracheirodon axelrodi
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Characiformes
Kerentiad : Characidae
Genad : Paracheirodon
Anv skiantel
Paracheirodon axelrodi
Schultz,, 1956
spesadoù all :

Paracheirodon simulans : neon gwer
Paracheirodon innesi : neon

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Evit implijoù all an anv Kardinal, gwelet Kardinal (disheñvelout).

Ur pesk dour dous eus kerentiad ar Characidae eo ar Paracheirodon axelrodi. E gavout a reer e stêrioù Orinoco ha Rio Negro;

Livadur kemmañ

Muzuliañ a ra war-dro 5 cm. Ar c'hardinal en deus ul linenn c'hlas-skedus hag a zo aroueziek eus e c'henad. E gof a zo ruz hag e feson a zo tost tre ouzh hini an neon a gemmersker anezhañ gantañ alies. Ar pared a zo un tammig brasoc'h eget ar barezed.

Annez kemmañ

Evel ar paracheirodoned arall e vev an neon e doureier du ha trenk (Ph 5,3 - 5,8) zoken ma c'hell bevañ e doureier bazek (betek Ph 7,8°; Plijout a ra dezhañ ur gwrezder etre 20°C ha 23° C. Aliet e vez ober ur siladenn dre daouarc'h ma fell d'an nen e virout e-barzh un akwariom. En disheol eo gwelloc'h e virout da lakaat e sae da vout skedusoc'h. Evel an holl Characidae en-deus ezhomm eus kalz oksijen.

Ur strudaj stank ha chañchamantoù dour a-blaen a zo pouezus ma fell d'an nen mirout neoned. Dek vloaz a c'hellont bevañ en un akwariom. Ret eo bezañ en gortoz eus kolloù eus 50% e-kerzh an div sizhunvezh kentañ ma n'eo ket peurvat perzh an dour.

Emzalc'h ha gouenadur kemmañ

Ur pesk-moudenn peoc'hek eo. E virout a c'heller gant an darn vrasañ eus ar pesked bihan. Gwelloc'h eo pas mirout anezhañ gant pesked brasoc'h egetañ rak ar re-mañ a c'hellfe e zebriñ pe e spontañ.

Diaes e vez da ouennañ e-barzh an akwariom rak ezhomm en devez eus un dour dous-tre (1 - 2 KH, Ph 5,2 - 5,8) hag ur gwrezder war-dro 24°C. Dozviñ a ra er strudaj, e kelc'hiadoù teñvaloc'h ar stêr (pe an akwariom). Goulenn a ra un akwariom-dozviñ brasoc'h eget an neon (war-dro 60 cm). Ar vioù koulz hag ar munuz a zo kizidik-bras ouzh ar gouloù.

Gwelet ivez kemmañ

Listenn pesked akwariom