Kari
Kari pe curry (hervez ar ger saoznekaet), eo an anv a reer e broioù ar C'hornôg eus temzoù aozet e keginerezh India. Kavet e vez pe evel poultr pe evel toaz. Hervez pezh a lakaer ennañ e vo pe dous pe greñv, frondus pe get.
Arabat kemmeskañ an aozadur temzoù-mañ gant ar pezh a anver delioù-kari, pe kaloupile, diwar ar wezenn Murraya koenigii, hag a vez implijet a-wechoù da aozañ kari.
An anv
kemmañAn anv saoznek a veze graet gant an drevadennerien saoz eus kement meuz indian gant lipig. Dont a ra eus ar ger tamoulek «kari» (keusteurenn). N'eo ket gwall implijet en India, kemm a ra an anvioù hervez ar yezhoù hag ar broioù. En hanternoz ar vro da skouer e reer kalzik gant masala, hag a dalv kement ha meskaj.