Karlsruhe
kêr alaman
Karlsruhe zo eus ur gêr eus Alamagn e stad Baden-Württemberg, tost da harzoù ar Stad C’hall. En em astenn a ra war 173,46 kilometr karrez ha poblet eo gant 284 163 a dud (Kerzu 2004). An eil kêr vrasañ eo e Baden-Württemberg ha ma vez dalc’het kont eus annezidi an tolpad-kêrioù ez eo an 21vet kêr vrasañ en Alamagn.
Emañ war ribl dehou ar stêr Roen, hag er c’hreisteiz dezhi emañ ar C’hoad Du (Schwarzwald). Abalamour m’emañ e traoñienn ar Roen eo klouar a-walc’h an amzer e Karlsruhe, e-skoaz kêrioù all Alamagn (10,7 °C well-wazh a-hed ar bloaz).
E Karlsruhe emañ sez Lez vonreizhel gevreadel Alamagn (Bundesverfassungsgericht), al lez-varn uhelañ er vro.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Karlsruhe gant :
- Nancy (Bro-C’hall), abaoe 1955
- Nottingham (Bro-Saoz), abaoe 1969
- Halle (Alamagn), abaoe 1987
- Timişoara (Roumania), abaoe 1992
- Krasnodar (Rusia), abaoe 1992
Liammoù diavaez
kemmañ-
Lez vonreizhel gevreadel Alamagn