Karoline von Günderode
Karoline von Günderode, pe Karoline Friederike Louise Maximiliane von Günderrode (11 a viz C'hwevrer 1780-26 a viz Gouere 1806), a oa ur varzhez romantel alaman, bet ganet e Karlsruhe. Mignonez e oa da Bettina von Arnim.
He buhez
kemmañKentañ bugel he zud e oa, ha pemp all a voe war he lerc'h. Tud a noblañs paour e oant. En 1797, pa oa seitek vloaz, ez eas da chom en un ti evit merc'hed paour ha dizimez eus an noblañs e Frankfurt am Main, ma c'hallfe bevañ en un doare dereat hag enorus en ur glask ur pried.
Karoline he devoa mil boan gant lec'h ha dever ar merc'hed er gevredigezh. Skrivañ a reas : "Perzhioù ar baotred ha re ar merc'hed, evel ma vezont komprenet, a zo skoilhoù d'an denelezh". Karoline a veze dalc'het gant ar velkoni, emzalc'hioù souezhus, a lakae an dud da bellaat diouti. Un deiz, en ur fest bennak, en em gavas gant Friedrich Carl von Savigny hag e karas anezhañ rak-tal. Eñ a reas kemend-all. Ma c'hortoze Karoline von Günderrode e c'houlennje he dorn. Savigny avat a zivizas eurediñ da Kunigunde von Brentano, ur plac'h stabiloc'h, petra bennak ma ne oa ket ken speredek marteze.
Goude taol trubarderezh Savigny e labouras Karoline war ar gwerzaouiñ. Unvaniñ ar vuhez hag ar skrivañ a felle dezhi. En hec'h oberennoù e krouas maouezi kreñv ha harozel, evel Hildegun ha Nikator ha Mora. En he skridoù e flemme uhelvennad kevredigezh bourc'hizien ar marevezh hag al lec'h a veze miret d'ar wazed ha d'ar maouezed.
En 1804 e tegouezhas gant ar yezhour ha hendraour Georg Friedrich Creuzer. Dimezet e oa Creuzer, met daoust da se e voe un darempred etre Karoline von Günderrode hag eñ. Goulenn a reas Creuzer digant e wreg ha prest e oa da zizimeziñ, ha hi da asantiñ.
Kuzul a c'houlennas Creuzer digant mignoned. An holl a alias anezhañ da zilezel Karoline von Günderrode rak biken n'hallje ober ur wreg evel a oa dleet.
Abalamour d'an anken da-heul ar reuz a savas e klañvas Creuzer. Evit mervel gant Creuzer en em lazhas Karoline von Günderrode gant ur gontell[1].
Notennoù
kemmañ