Karrek (LFE: ['kar:ɛk], Karrek e kerneveureg, Carrick e saozneg) a oa ur rannbarzh a Gernev-Veur, ur gorread 461.000 km² dezhi. E 2005 e oa 90.600 a dud o vevañ eno. E Truru edo ar greizenn velestradurel.

Kartenn lec'hiañ Karrek e Kernev-Veur

Truru Aberfal/Pennrynn ha Kammbronn/Rysrudh eo ar c'hêrioù penanñ eus pezh a oa Karrek.

Krouet e oa bet ar rannbarzh d'ar 1añ a viz Ebrel 1974 pa oa bet enteuzet kumunioù Truru, Aberfal ha Pennrynn gant Rannbarzh War-ar-maez Truru. Mont a reas da get d'ar 1añ a viz Ebrel 2009, kendeuzet ma voe, evel Distrigoù all Kernev-Veur, gant ar C'huzul-Kontelezh da sevel a-gevret hiviziken Kuzul Kernev-Veur.



Kumunioù Karrek