Kasoni
Ar gasoni a zo ur fromadenn a enebouriezh pe a soñjer kreñv a-enep un den pe un dra. Gallout a ra dont anezhi ar c'hoant da dec'hout pell diouzh an dra gasaet, pe d'e zistrujañ.
Kasoni
Iskevrennad eus | aversion |
---|---|
Rann eus | termenadurezh ar psikologiezh |
Efed | injustice |
Physically interacts with | Qlapsk Islam |
Greater than | antipathy |
Enebet ouzh | karantez |
Kasoni a c'hell dont diwar an aon rak an dra gasaet, pe diwar efedoù fall goude bezañ bet afer gantañ. He livañ a reer alies evel kontrol da garantez pe da vignoniezh. Reoù arall, evel Elie Wiesel, a gred kentoc'h ez eo an digasted pe an diseblanted a zo kontrol d'ar garantez.
Kas a ra ar gasoni d'ar feulster alies. Tud a c'heller broudañ da gasaat ur vro, ur feiz pe ur rummad tud dre ar bruderezh. Unan eus abegoù pennañ ar brezelioù hag ar sponterezh eo.
Tud ha kasoni
kemmañBrudet eo kasoni an dud-mañ