Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Ankiniz ha kestell Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kastell Ankiniz
Mogerioù ar c'hastell.
Mogerioù ar c'hastell.
Anv gallek Château d'Ancenis
Marevezh pe stil Krennamzer
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh Xvet kantved
Perc'henn kentañ Kontez Aremberge
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel (1977)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 47° 21′ 52″ N, 1° 10′ 36″ K
Bro Breizh Breizh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Bro hengounel Bro-Naoned Bro-Naoned
Kumun Ankiniz-Sant-Gerent

Kastell Ankiniz zo ur c'hastell bet savet war lez al Liger, e kreiz kêr Ankiniz.

Savet e voe ar c'hastell kentañ er bloavezhioù 980, gant Gwereg, kont Naoned, hag e wreg Aremberge, evit difenn kontelezh Naoned ouzh hini Anjev. Savet e voe e stumm ur voudenn-gastell, da lavaret eo un tour prenn savet war un dorgennig. En-dro d'ar voudenn e oa ur foz hag ur peulgae, en-dro d'ur porzh graet evit reiñ bod da dud an trowardroioù. Abalamour ma oa war an harzoù etre Breizh ha Bro-C'hall ha ma oa lec'hiet brav war lez al Liger e teuas da vezañ ul lec'h a bouez da gontrolliñ an tremen war ar ar stêr koulz hag evit difenn marzoù Breizh.

Taget e voe ar c'hastell-se meur a wech, gant armeoù gall, breizhat pe saoz : e 1174 gant Herri II Plantagenêt, e 1214 gant Yann Dizouar, e 1230 gant Loeiz IX, e 1341 gant Charlez Bleaz, e 1468 gant Loeiz XI, e 1485 gant an dug Frañsez II, e 1490 gant an dugez Anna...

Eus ar XVvet kantved eo ar braz eus ar c'hastell a weler bremañ, ha mont a reer ennañ dre ur pont-gwint goloet hag un tremen kammigellek gant ur gloued. Al lodenn eus ar c'hastell zo graet evit an annez a weler warni merk an Azginivelezh.

Lakaet e oa bet Kastell Ankiniz war roll ar monumantoù istorel e 1977.

Liammoù diavaez kemmañ