Kastell Dùn Fhoithear
Kastell Dùn Fhoithear (hervez ar gouezeleg), pe Dunnottar (hervez ar saozneg), zo war-dro tri c'hilometr er c'hreisteiz da Cala na Creige (Stonehaven), war aod reter Bro-Skos.
Balirañ a ra a-us ar mor, war ur beg-douar uhel-mat. Eus an XIIIvet kantved eo ar savadur a weler bremañ. Gouzout a reer avat e oa ur c'hastell koshoc'h el lec'h-se, savet war-dro ar bloaz 84 gant annezidi Kaledonia.
Ur plas a bouez en deus bet kastell Dùn Fhoithear en istor Bro-Skos, er Grennamzer, pa oa lec'hiet war an aod : alese e c'helled eveshaat tremeniri ar bigi koulz hag an dilec'hiadennoù war an douar.
Ne chom nemet rivinoù eus ar c'hastell hiziv. Perc'hennet eo gant un den prevez met digor e vez d'ar weladennerien ha kantadoù a dud a dremen eno bep bloaz, da welet an aspadennoù eus an amzer gozh koulz hag evit arvestiñ ouzh an aod hag al laboused-mor stank a vev eno. Mont a reer betek ar c'hastell dre ur wenodenn strizh hag un heuliad derezioù a gas betek ur porrastell bras.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Dunnottar Castle