Kastell Kalmar
Kastell Kalmar zo ur c’hastell savet e Kalmar, en arvor gevred Sveden.
Istor
kemmañEn XIIvet kantved e voe savet un tour-difenn eno. Er c’hantved war-lerc’h e voe savet tourioù all koulz ha mogerioù d’ober ur c’hastell-kreñv, gant ar roue Magnus Ladulås. Labourioù all a voe graet diwezhatoc’h gant ar roue Gustav Vasa hag e vibien Erik XIV ha Yann III, a reas eus ar c’hastell-kreñv ur gwir balez evit rouaned, er XVIvet kantved.
Ur plas bras en deus ar c’hastell-se en istor Sveden. Rak ennañ e oa bet sinet, e 1397, ar feur-emglev a unane teir rouantelezh Skandinavia (Danmark, Norvegia, Sveden) dindan ur roue hepken, Erik Pomerania, niz d'ar rouanez Margaret Iañ Danmark, an hini he doa bet prientet Unaniezh Kalmar.
Labourioù adkempenn zo bet graet er c’hastell abaoe kreiz an XIXvet kantved. Gweladenniñ a c’haller anezhañ bremañ.
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel Kastell Kalmar (svedeg, saozneg, alamaneg)