Priñselezh Katalonia

(Adkaset eus Katalan)

Katalonia (Principat de Catalunya e katalaneg ha Principautat de Catalonha en okitaneg), e spagnoleg Principado de Cataluña ha Principatus Cathaloniæ e Latin, a zo ur vroad istorel eus tu biz ledenez Iberia, a bep tu d'ar Pireneoù. Rannet eo e div velestradurezh dishañval-bras: diouzh un tu emañ Kumuniezh Emren Katalonia e-barzh Stad Spagn abaoe 1716, anvet ivez Katalonia ar Su (Catalunya del Sud pe Catalunya hepmuiken), ha Katalonia an Norzh (Catalunya del Nord pe Catalunya Nord), e Stad Frañs abaoe 1659. E-keñver istor e klot gant ar pezh e oa Priñselezh Katalonia.

Banniel Katalonia

Un darn eus ar Broioù Katalan eo Katalonia.

Kêrioù

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ
 
Skeudenn eus Katalonia tapet eus an egor (NASA).

Bevennet en norzh gant Andorra ha Frañs (Okitania), er su gant Bro-Valencià, er reter gant ar Mor Kreizdouar hag er c'hornaoueg gant Aragón. Bevennoù hedred ha ledred 3º 19' 59,94'' hedred el lec'h ar muiañ er reter, 0º 9' 41,69'' hedred el lec'h ar muiañ er c'hornaoueg, 42º 51' 45,97'' a ledred norzh evit al lec'h ar muiañ en norzh 40º 31' 27,56'' a hedred norzh evit al lec'h ar muiañ er su.

Levrlennadur

kemmañ
  • Al Liamm, niv. 98, 1963, niverenn ispisial diwar-benn Katalonia
  Broioù Katalanek  

Katalonia · Bro Valencià · Inizi Balearez · Andorra · Franja de Ponent · Katalonia an Norzh · L'Alguer · el Carxe