Kate Sheppard
Katherine Wilson Sheppard, bet ganet Katherine Wilson Malcolm e Liverpool (Bro-Saoz) d'an 10 a viz Meurzh 1848 ha marvet e Christchurch (Zeland-Nevez) d'an 13 a viz Gouere 1934, a oa bet ar vouezhiourez vrudetañ ha levezonekañ e Zeland-Nevez.
He strivoù evit reiñ d'ar merc'hed ar gwir da votiñ o deus servijet : a-drugarez dezhi, Zeland-Nevez a voe e 1893 ar vro gentañ er bed oc'h ober kement all.
Buhez
kemmañE dibenn ar bloavezhioù 1880 e oa Kate Sheppard ezel eus skourr Zeland-Nevez ar Woman's Christian Temperance Union (WCTU) ("Unvaniezh Kristen ar Merc'hed evit an Dilontegezh"). Ouzhpenn enebiñ ouzh an alkool, ar gevredigezh a zifenne gwir ar merc'hed da votiñ, hag a stourme evit aesaat krouidigezh lezennoù hag adreizhoù sokial evit mad ar merc'hed hag ar vugale. E 1887 e voe rannet ar gevredigezh etre departamantoù, ha karget e voe Kate Sheppard da stourm evit gwir ar merc'hed da votiñ. Skrivet he doa lizheroù d'ar c'hazetennoù, da skouer, hag ivez flemmskridoù he doa dasparzhet gant ar re all a gemere perzh el luskad. E 1891 hag e 1892 he doa kinniget dilennadegoù d'ar Breujoù, o c'houlenn ar gwir ar merc'hed da vouezhiañ. E miz Even 1891 e tigoras er gazetenn The Prohibitionist deizlevr al luskad kerreizh, hag alies e skrivas e-barzh.
E 1893, diwar atiz Kate Sheppard e lakaas WCTU un trede sinadeg er Breujoù, 31 872 maouez o c'houlenn groéns ar gwir da vouezhiañ. Asantet e voe gant ar Parlamant e miz Eost. Ar c'hentañ ministr Richard Seddon, a oa enebet ouzh al luskad da gentañ, a gasas ur pellskrid gourc'hemennoù da Gate Sheppard. Ar gouarnour David Boyle (Lord Glasgow) a brofas dezhi ar stilo a oa bet sinet an destenn lezenn gantañ. Neuze en em ouestlas Kate Sheppard d'ober gant ar merc'hed evit lakaat anezho da gemer perzh el listennoù dilennerien ; 65% anezho a oa bet votet da-geñver dilennadeg ar gannaded e 1893.
Enorioù
kemmañ- Ur monumant en enor da Gate Sheppard hag d'he stourm zo bet savet e C'hristchurch.
- Poltred Kate Sheppard a zo hiziv war bilhedoù 10 dollar Zeland-Nevez.
-
Monumant Christchurh