Ur c’hazh dazgouez zo ur c’hazh doñv aet da ouez (cf. dazgouezañ). N’eus diforc’h ebet a-fet gouenn enta etre ar c’hizhier dazgouez hag ar c’hizhier doñv (Felis silvestris catus). N’eus nemet un diforc’h a-fet milrealoniezh. E gwirionez e tiskennont ag ar c’hizhier-ti met ganet int en natur (n’int ket enta kizhier diberc’henn kantreer (kollet pe dilaosket) hag a zo ganet e-mesk an dud).

Ur c’hazh dazgouez a C'haliza.

Arabat naket droukveskañ ar c’hizhier dazgouez, a vev en natur, hag ar c’hizhier gouez. Meur a spesad zo d’ar re-mañ diwezhañ ha n’o deus peurliesañ netra da welet gant ar c’hizhier doñv.

E broioù zo, evel Aostralia (N’int ket loened ag ar vro. Erruet int gant ar Saozon.), int kaoz da freuz bras e-keñver an endro (distruj spesadoù engenidik). Gellout a reont ivez bout pennkaoz da rouesadur ar spesadoù gouez abalamour d’ar c’hevezerezh pe d’an hironadur etreze.