Kazh pesketaer

P. viverrinus


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Prionailurus
Anv skiantel
Prionailurus viverrinus
pe Felis viverrina

Bennett, 1833
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hazh pesketaer (Prionailurus viverrinus pe Felis viverrina) zo ur c'hazh krenn e vent eus Azia. Gell-louet gant brizhelloù du eo e vlevenn ha plat eo e fri. Variant eo e vent. En India e c'hell bezañ 80 cm (hep al lost) tra ma n'eo nemet 65 cm en Indonezia.

E geunioù-mor ha war ribloù ar stêrioù e vev dreist-holl hag, er c'hontrol eus an darn vrasañ eus ar c'hizhier, e neuñv mat-tre.

Pesked a zebr dreist-holl zoken ma hemolc'h grilhed-dour, raned hag anevaled-douar bihan ivez (evned ha logod dreist-holl). Krediñ a raed en doa palvezoù etre e vizied met diskouezet ez eus bet gant enklaskoù nevez e oa e bavioù heñvel ouzh re ar c'hizhier arall.

Daou isspesad a zo:

  • Prionailurus viverrinus viverrinus pe Felis viverrina vivverina, India, Gevred Azia, Sumatra
  • Prionailurus viverrinus risophores pe Felis viverrina risophores, Java, Bali

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ