Kelc'h keltiek eo an anv a roer en deiz a hiziv d'ur strollad tud a ginnig dañsoù Breizh war al leurennoù, dreist-holl e-kerzh an hañv. Pa oa bet krouet ar c'helc'hioù keltiek e penn-kentañ ar bloavezhioù '30 gant Erwanez Galbrun hag he fried, en doa an anv-se ur ster tostoc'h ouzh hini ur greizenn sevenadurel. En tu-hont d'an dañsoù e veze kelennet ar yezh, istor ha douaroniezh Breizh hag all. Siwazh, en abeg d'ar Brezel Bed diwezhañ ha da zro-spered an dud da c'houde, ez eo strishaet ar ster evit dont da dalvezout kement ha strolladoù dañsal evit arvestourien dreistholl. Setu perak e voe ranket krouiñ kreizennoù sevenadurel er bloavezhioù '70 evit ober al labour bet dilezet gant bed an dañserien.

An deiz a hiziv e c'heller kavout kelchioù keltiek ha na reont nemet dañsal war leurennoù e-korf an hañv evit an douristed gant gizioù eus o bro asambles gant sonerien, met e c'heller kavout kalz muioc'h a strolladoù a reont ivez traoù all tro dro da sevenadur Breizh evel kentelioù brezhoneg, broderezh, enklaskoù diwar ar gizioù a-wechall ha krouidigezeh gizioù mod gwechall pe nevesaet, sonerezh (Breizh), arvestoù lies, c'hoariva hag all hag all.

Lodenn vrasañ ar strolladoù anvet kelc'hioù keltiek a zo strollaet en unan eus an daou gengevread dañserezh breizhek a zo : Kengevread Kendalc'h hag hini War 'l Leur. An eil hag egile a ra war-dro an hevelep dañsoù, an diforc'hioù etrezo o vezañ filozofel ma n'eo ket politikel. Pep hini eus an daou gengevread-se a zo urzhiet gant ur gevredigezeh (kevread) e pep departamant eus Breizh istorel hag unan all evit Peurest ar Bed (Bretoned divroet). Ur gevredigezh all (kengevread)a glask kenaozañ ar c'hevredigezhioù departamentel. Ul lodenn eus ar strolladoù a zo ezel eus ur gevread departamant ha n'eo ket eus ar gengevread. Nebeud strolladoù n'int ket ezel eus kenvread ebet.

Pennadoù kar

kemmañ