Keleier an Naoned, pe Keleier Naoned, gant an istitl "kelaouenn ar vrezhonegerien e bro-Naoned", a oa ur gelaouenn vrezhonek viziek a veze embannet e Naoned etre 1974 ha 1977

Liesskrivet e veze e 1974 ha 1975 ha moullet goude-se adalek miz Genver 1976.

Pennadoù a bep seurt a veze embannet : keleier, eus Naoned hag eus ar bed, studiadennoù, enklaskoù, « kement tra ha ne oa ket lennegezh » evel ma lavare ar re a rae war-dro ar gelaouenn, gant skeudennoù ha tresadennoù. Kalz pennadoù a veze savet gant Bernez an Nail, sinet gant e anv pe gant anvioù-pluenn ; pennadoù gant tud all zo bet ivez, gant Gab ar Moal, Yann-Fañch Jacq, Per Denez, Loeiz Andouard... Jakez Derouet en deroù hag Anna ar Beg da c’houde a oa e penn ar gelaouenn, ha Gwenola ar Beg-Rossinyol a oa merourez. Embannet e voe eus miz Genver 1974 (niverenn 1) betek miz Mae 1977 (niverenn 15)[1].

Paouez a reas da zont er-maez abalamour da ziaesterioù arc'hant dreist-holl : gwall ger e oa lakaat ar gelaouenn da zont er-maez, ha pa vefe bet moullet gant ur mouller emsaver, ha re nebeut a lennerien a oa.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ