Kemenez
Kemenez a zo un enezennig eus enezeg Molenez, etre Molenez ha Konk-Leon. Stag eo ouzh kumun Konk-Leon.
Poblañs
kemmañDidud e oa abaoe ar bloavezhioù 1970. Met daou zen yaouank zo deuet di da chom abaoe 2006, da sevel loened ha gounit un toullad legumaj, ha da reiñ bod ha boued d'an douristed.
Istor
kemmañE 2008 ez eus bet kavet korfoù daou zen yaouank en traezh. Enklask zo da c'houzout piv e c'hallent bezañ. Hervez an enklaskoù-se e c'hoarvezas o marv a-raok ar bloaz 1640.
Lennegezh
kemmañ- Jakez Riou,Tan war c'horre Kemenez (danevell), Gwalarn Niv. 132 1941 ; Al Liamm Niv. 60 (Genver-C'hwevrer 1957)
Levrlennadur
kemmañ- Fañch Élégoët, La récolte du goémon à Kemenez (1979)
- Fañch Élégoët, Bezhinerien an enezeier, Hor Yezh (1982)
- Marie-Thérèse Darcque-Tassin, Un bout de vie sur l'île de Quéménès, Éditions La Recouvrance, 3de embannadur 2005.
- Marie-Thérèse Darcque-Tassin, L'île de Quéménès, mon paradis désenchanté, 2009