Digeriñ al lañser pennañ

Er yezhoniezh e vez implijet an termen heson (saoz.: sonorant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur sonenn produet hep direnkañ red an aer. E berr gomzoù, bez' e c'heller distagañ ur gensonenn heson en un doare didroc'h, da skouer [m] ha [l]. Heson eo an holl vogalennoù ivez. N'eo ket heson, da skouer, kensonennoù dre serriñ evel [d] pe [k] ma vez stanket red an aer a-benn o froduiñ ha dre se n'hallont ket bezañ distaget en un doare didroc'h.

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Taravat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
A-gostez

Ouzhpenn an holl vogalennoù e vez renket e-touez ar sonennoù heson ar c'hensonennoù dre dostaat, dre fri, dre stlakat ha dre froumal.

Setu ar c'hensonennoù heson pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel: [l, m, n, r, w, j]

Enebiet e vez ar c'hensonennoù heson ouzh ar c'hensonennoù dre serriñ dreist-holl, hag ivez ouzh ar [kensonenn dre fic'hal|c'hensonennoù dre fic'hal]] hag ar c'hensonennoù dre daravat rak daoust ha ma c'heller distagañ ur gensonenn dre daravat en un doare didroc'h e vez direnket red an aer betek e lakaat da daskrenañ.

Mouezhiet eo an darn-vrasañ eus ar sonennoù heson implijet gant yezhoù ar bed dre m'eo gwan-tre son ur gensonenn heson divouezh, ha bewech ma vez implijet ur gensonenn heson divouezh gant ur yezh bennak e ra ar yezh-se ivez gant ar gensonenn heson mouezhiet a glota ganti. Ral-tre eo sonennoù heson divouezh, kavet e tro-dro da 5% eus an holl yezhoù komzet dre ar bed ha lec'hiet en un takad resis tro-dro d'ar Meurvor habask, eus Kanaky betek Suamerika e meur a familh-yezhoù disheñvel, d.s. ar yezhoù aostronezek, sinek-tibetek, na-dene hag eskimoek-aleutek.


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelet ivez:Aozañ