Kentañ Levr ar Vakabeed

Kentañ Levr ar Vakabeed zo unan eus Levrioù ar Vakabeed, ha pevar zo anezho. Kontañ a ra istor emsavadeg ar Yuzevien enep ar briñsed hellenek a oa mistri war o bro, Antioc'hos Epifan (175-164 KJK) peurgetket.

Matathias, ur beleg, a voe kentañ penn an emsavadeg.

Kemeret e voe e lec'h goude e varv gant e vab Youdas, lesanvet Makabai ("ar morzhol"). Gant ar c'hurioù a sevenas e teuas a-benn da skarzhañ an enebour diouzh ar vro war-bouez un nebeud kreñvlec'hioù, Jeruzalem en o-zouez. Glanaet e voe an Templ a oa bet diskaret[1],[2] e 164 ha goude marv Antioc'hos ec'h adkavas ar Yuzevien ar frankiz da lidañ o gouelioù evel a-raok.

Met kendelc'her a reas ar c'hrogadoù ha kouezhañ a reas Youdas Makabai. E vreur Yonathan a gasas neuze ar stourmadeg – gwech oc'h ober emglev gant ar Romaned, gwech gant Spartiz, gwech o klask intent gant roue Siria. En diwezh e kouezhas ivez etre daouarn an enebourien (143 KJK). Kemer a reas Simon plas e vreur Yonathan evel "beleg-meur ha penngadour ha pennrener ar Yuzevien"[3]. Ken brudet hag e vreudeur e voe Simon dre e galonegezh hag e garantez evit hêrezh e dadoù.

Pa daoler ur sell war an emsavadeg o doa renet e c'heller lavarout o doa dieubet o bro diouzh an estren, diazezet ur Stad yuzev dizalc'h, adsavet al Lezenn hag al lidoù hengounel ha degaset ar surentez d'ar bobl[4] Mervel a reas Simon e 134 KJK.[5].

Dianav eo oberour Kentañ Levr ar Vakabeed ; skrivet e vefe bet an oberenn war-dro ar bloavezh 100 KJK.

Daveoù kemmañ

  1. Gouel Hanoukkah (gouel an Dedi) a zo bet savet e koun an darvoud-mañ
  2. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 101 (ISBN 978-2-204-04028-0)
  3. 1M. 14:47
  4. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 5, 1986, p 65
  5. Asmonidi (diskennidi Asmon, familh ar Vakabeed) a voe graet eus diskennidi ar Vakabeed a renas war Israel goude : Yann Hirkan, Aristobul Iañ, Alesksandr Jane, Aristobul II, Hirkan II.