Kenvreuriezh ar Fianniz
Kenvreuriezh ar Fianniz (Iwerzhoneg: Bráithreachas na bhFíníní , Patrom:Lang-En) a oa un aozadur republikan iwerzhonat diazezet e SUA e 1858 gant John O'Mahony ha Michael Doheny. Ar strollad a voe un diaraoger ag ar Clan na Gael ("tiegezh ar Ouezeled"), un aozadur damheñval ouzh ar genvreuriezh iwerzhonat republikan. An izili a veze anvet ar "Fianna". Ar c'helennour gouezelat O'Mahony a zibabas an anv tennet diouzh ur strollad gwengelel a vrezelourion Iwerzhon hag a veze renet gant Fionn mac Cumhaill. An aozadur a stourme evit dizalc'hiezh Iwerzhon.