Kerc'horr
Kerc'horr eo an anv a vez roet d'ar Releg-Kerhuon gant an dud eus korn-bro Brest, e brezhoneg hag e galleg.
E gwirionez e oa Kerc'horr unan eus ar c'hêriadennoù, e-kichen Kerhuon, hag ar Releg, a oa el lec'h m'emañ bremañ kumun ar Releg-Kerhuon. Dre ma oa tud Kerc'horr ur gumuniezhiad pesketaerien e oant anavezet e-maez eus o c'humun ha setu dre benaos e oant brudet.
Ur Gerc'horrenn a veze graet eus ur plac'h eus Kerc'horr.