Kerne

bro istorel Breizh-Izel
(Adkaset eus Kerne-Uhel)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn broioù kozh Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bro-Gerne
Kerne
BannielArdamezioù
Anv(ioù) all Kerne, Bro-Gernev, Kernev
Anv gallek Cornouaille
Geografiezh
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Departamant  Penn-ar-Bed,
Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor,
Mor-Bihan
Kêr-benn Kemper
Kêrioù pennañ Kemper, Konk-Kerne, Douarnenez, Kemperle, Karaez-Plougêr
Daveennoù
lec'hiañ
48°8′53″N 3°51′3″W
Gorread 5 979 km²
Lein uhelañ 385 m (Roc'h Tredudon)
Poblañs
Annezidi Kernevad, Kernevadez
Poblañs 477 308 ann. (2007)
Stankter 79,83 ann./km²
Yezhoù Brezhoneg Kerne, galleg, gallaoueg (er penn reter)
Relijion Katoligiezh
Istor
Rouantelezh Kerne IVe - IXvet kantved
Savidigezh Eskopti Kerne 848
Kontelezh Kerne IXvet kantved
Savidigezh an departamantoù 4 a viz Meurzh 1790

Kerne (pe Kernev), Bro-Gerne (pe Bro-Gernev) a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. Kerneviz a vez graet eus an dud.

Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini Kernev-Veur: "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveurek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e Galia (Domnonea, da skouer, Devon). E latin e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".

Tachenn

kemmañ

En em astenn a ra en div drederenn eus Su Penn-ar-Bed, met un nebeud kumunioù eus ar Mor-Bihan (tro-dro da C'hourin) hag un toullad brav a gumunioù eus mervent Aodoù-an-Arvor (adalek Mur betek Menez Are) zo e Kerne ivez. Kêr-benn ar gontelezh kozh hag an eskopti eo Kemper. Sellet e vez ouzh brezhoneg Kerne evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'hKLT (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).

Kerne-Izel, Kerne-Uhel

kemmañ

Dre vras e vez graet Kerne-Izel eus an arvor, gant ar Vro-C'hlazig, ha Kerne-Uhel eus an argoad.

Kerne hiziv

kemmañ

218 kumun a zo e Bro-Gerne an deiz hiziv (Niveradeg 2007: 477 308 a annezidi[1]. Gorread: 5 975 km²).

Yezhoù

kemmañ
 
Kartenn ar parlantoù brezhonek.

Brezhoneg

kemmañ

Emañ darn vrasañ Bro-Gerne e Breizh-Izel, e-lec'h e veze kaozeet brezhoneg. Graet e vez kerneveg pe brezhoneg Kerne deus parlantoù ar vro.

E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 2 569 skoliad (8,2 % eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Gallaoueg

kemmañ

Komzet e veze gallaoueg e penn reter Bro-Gerne ivez.

Liammoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.