Kernewek Kemmyn

(Adkaset eus Kernewek kemmyn)

Kernewek kemmyn (LFE: [kɛr'nɛwɛk kɛm:ɪn], "kerneveureg kumun") eo anv doare implijetañ ar c'herneveureg a-vremañ adsavet.

Krouet eo oa bet dreist-holl gant Ken George e 1986 dre diorren diazezoù ar c'hernowek unyes met levezonet-don gant mammennoù kerneveureg ar Grennamzer hag ivez gant ar brezhoneg ha nebeutoc'h gant ar c'hembraeg.

Implijet e oa bet kerneveureg ar Grennamzer evel diazez en ur unvaniñ ar reizhskrivadur. Evit ar wezh kentañ e oa bet roet reolennoù sklaer e-keñver an doare ma ranke bezañ distaget ar yezh hervez an doare-skrivañ.

Degemeret mat e oa bet gant an darn vrasañ eus ar gerneveuregerion daoust ha ma kendalc'has lod anezhe d'ober gant ar c'hernowek unyes.

An doare kerneveureg implijetañ eo deuet da vezañ gant ma ra gantañ ar muiañ a gerneveuregerion/ezed (betek 80% e 2000) kentoc'h evit gant unan eus ar sistemoù all hag e 1987 e oa bet degemeret gant Kesva an Taves Kernewek dre vouezhiadeg evel doare-yezh ofisiel an aozadur-se.

Pismiget kriz e vez avat gant an dud a ra gant doareoù kerneveurek all, dreist-holl ar C'hernewek Unys a-gent hag ar C'hernowek Unys Amendys ("kerneveureg unvan reizhet"). Hervez Nicholas Williams, krouer ar C'hernowek Unys Amendys, ez eus bet graet fazioù e-leizh gant Ken George en ur ijinañ fonologiezh diazez ar C'hernewek Kemmyn: re arc'haek, re strizh ha "re vrezhonek" eo hervezañ.

Skrid skouer diwar pajenn degemer ar Wikipedia e kerneveureg:[1]

"Dynnargh dhe Wikipedi yn Kernewek! Yma 1,228 a erthyglow y'n Wikipedi kernewek y'n termyn ma. Mar kewsydh neb rannyeth a Gernewek po mars esos ow tyski an yeth, ty a yll gweres! Y hyll'ta skrifa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhoniador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-is. Nyns yw erthyglow gans kevrennow rudh skrifys na hwath, mes y hyllir hwath amendya, gwellhe hag ystynna erthyglow gans kevrennow ha dhedha py liw pynag." troidigezh?

Gwelit ivez

kemmañ