Kevioù hag Erevent

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kevioù hag Erevent - Dungeons & Dragons e saozneg (berraet alies gant D&D pe DnD) - a zo unan deus ar c'hoarioù-rol kentañ. Krouet eo bet gant E. Gary Gygax ha Dave Arneson e-pad ar bloavezhioù 1970. Gant Gygax e voe krouet ivez ar c'hentañ embregerezh embann c'hoarioù-rol, TSR (Tactical Studies Rules), evit skignañ ar c'hoari-mañ.

Pevare embannadur

kemmañ

E-pad an hañv 2008 e teuas er-maez pevare embannadur ar c'hoari-roll Kevioù hag Erevent. Disheñvel a-walc'h e oa ar reolennoù nevez diouzh an embannadurioù a oa a-raok. Ur c'hoari disheñvel e oa eta ar pevare embannadur. Lod eus ar c'hoarierien o deus choazet derc'hel da c'hoari gant an embannadur 3.5, ha lod all o deus choazet prenañ ha implijout ar c'hoari nevez.

Pal an embannadur nevez a oa eeunaat hag arnevesaat ar c'hoari. Tabut a zo war ar poent-se rak lod ne gredont ket eo gwelloc'h ar reolennoù nevez.

Gwelout listenn al levrioù K&E4

Pennadoù kar

kemmañ