Kevredad kevelouri a laz stroll

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'hevredad kevelouri a laz stroll[1] (KKLD - SCIC e galleg) a zo ur seurt kevelouri krouet e 2002 e Bro-C'hall. E bal a zo produiñ madoù ha servijoù a c'hell kejañ gant ezhommoù sokial ha strollel. Hervez an displegadennoù roet gant ar gouarnamant hag e vinistr, Guy Hascoët, sekretour-stad evit an armerzh kengred e tlee ar c'hevelourioù-se bezañ etre ar c'hevredad kenwerzhel rik a zo rediet dasparzhañ darn e gounidoù d'e berc'henned hag ar gevarzhe ne c'hell ket reiñ arc'hant d'e verourien (a c'hellont bezañ gopret koulskoude). Bez e c'heller termenañ ar C'hKLD evel ur c'hevredad kenwerzhel hep m'eo e bal dastum arc'hant.
Ret eo menegiñ eo seurt embregerezhioù ar c'hevarzheoù ken n'eus ket kalz a ziforc'h gant ar c'hevredadoù, nemet e-keñver an arc'hant roet d'ar berc'henned. Koulskoude ez eus ur pouez brasoc'h gant ar gopridi p'o deus, dre al lezennoù a ren an holl gevelourioù, 40% eus ar mouezhioù en emvodoù-meur.
En ur gevelouri, pep a ezel, hiniennel pe person moral a zo ur c'heveler.

Palioù sokial kemmañ

Hervez al lezenn 2002 e tlee ar C'hKLD seveniñ ezhommoù war an dachenn sokial. Meneget eo bet an mankoù a zo e-keñver servijoù roet d'an dud war-eeun (harp pleustrek d'an dud namm pe gozh, bitellerezh, liorzherezh...) pa weler n'eus ket anezho war un tiriad bennak.
Ret eo d'an danvez kevelouri goulenn ur grataad da brefed departamant ar sez ha ne dalvez nemet evit pemp bloavezh. Evit bezañ renevezet e tlee ar gevelouri paseal e-biou d'ar c'hontroll a vez graet er c'hevelourioù, ar gwiriaduriezh kevelourel.
Diwar ar c'helc'h-lizher kaset d'ar brefeded (Ebrel 2002) e komprener n'eo ket re strizh termenadur an ezhommoù sokial da seveniñ. E-touez ar c'hantad KKLD krouet e-doug ar bloavezhioù kentañ ez eus embregerezhioù evit sevel tiez, evit pleustriñ sportoù, evit ar sevenadur (embannerezh, arvestoù), evit produiñ an energiezh ha stalioù-kenwerzh ivezh.

Framm gwiraouel kemmañ

  • Daoust dezhañ bezañ liammet gant luskad ar c'hevredadoù gevelouri produiñ (KGP - SCOP e galleg), n'eo ket SCOPoù ar C'hKLDioù.
  • Pe ur gevarzhe pe ur c'hevredad a c'hell mont da vezañ ur C'hKSD hep ma vo ezhomm sevel ur personelezh moral nevez. Pep emglev publik, pep kevrad ha pep yalc'had a c'hell bezañ kendalc'het.
  • Ret eo dibab etre statud ar SA (7 keveler d'an nebeutañ) hag hini ar SARL (etre 3 ha 100 keveler)
  • Un dibarelezh a zo d'ar C'hKLD : al lieskevelerezh pa ez ret dastum 3 seurt kevelerien, ar c'hopridi, an arvalien hag ur strollegezh bennak d'an nebeutañ. Ar strollegezh a c'hell bezañ ur strollad tud a youl vat pe ur gevarzhe pe ur c'hevredad pe ur strollegezh publik.
  • Pa n'eo ket ret kaout ur strollegezh publik e-touez ar gevelerien eo bet klasket reiñ abegoù d'ar strollegezhioù publik evit fiziañ kefridioù diouzh o grad.

Posupl eo d'ur strollegezh publik, hag hi kevelerez prenañ madoù ha servijoù ha pa vefe de ur galv kinnigoù publik. Ma plij dezhi e c'heller bezañ kevelerez ha reiñ yalc'hadoù ouzhpenn

Mont-en-dro diabarzh kemmañ

Hervez reolenn ar c'hevelourioù en deus pep keveler ur vouezh hepken distag diouzh an arc'hant en deus degaset (lodennoù sokial, yalc'hadoù ha donezonoù). Koulskoude e c'heller deskrivañ er statudoù kengorioù votiñ. Ne c'hell ket ur c'hengor votiñ kaout muioc'h eget 40% ar pouez. Etre 3 ha 10 kengor votiñ a zo aotreet. Dilennet e vez ar rener-meur (merour evit ur SARL, prezidant ar kuzul-merañ evit ur SA) gant ar gevelerien.

Arc'hantadur ar C'hKSD kemmañ

  • Kevala ennañ al lodennoù sokial mui ar miradoù dilodennapl (57,5% ar gounid bloaz rik ha ne vezont ket mui lakaet er jeu evit azez telloù war ar c'hevredadoù)
  • Amprestoù digant ar bankoù. Bez ez eus ur reizhiad arc'hantaouiñ evit ar c'hevelourioù hag ivez FCPoù kengred
  • Gounidoù
    • Gwerzhañ
    • Yalc'hadoù ha donezonoù

Embregerezhioù heñvel-tost o falioù er broioù all kemmañ

Er broioù zo ez eus embregerezhioù a zo sokial o falioù. Ar charities, da skouer, e Breizh-Veur hag er C'hanada hag er Stadoù-Unanet.

  1. Termen kavet e Termofis/Ofis ar Brezhoneg.