Kib mell-droad merc'hed ar bed 2003

Adalek an 20 a viz Gwengolo betek an 12 a viz Here 2003 e oa bet dalc'het er Stadoù-Unanet Kib mell-droad merc'hed ar bed 2003, an eil gwech d'an SUA aozañ ar gevezadeg. Aet e oa ar maout gant skipailh Alamagn a-enep hini Sveden er c'hrogad diwezhañ.