Kig leue a gaver er stalioù, ha pa vez kig "gall" e teu eus loened etre 4 ha 6 miz, hag a vez 230 lur enne (115 kg bennak).

E Belgia hag Italia e vez ponneroc'h al loened: lazhet e vezont pa vez etre 260 pe 300 lur enne (130 pe 150 kg).

Gwenn eo ar c'hig leue. Disheñvel e vo avat hervez an doare da sevel leueoù.

Tri seurt kig leue kemmañ

 
Ul leue war e vamm zo ul leue a zen e vamm ha n'eo ket dizonet c'hoazh
  • Kig al leueoù maget gant o mamm eo ar gwellañ, hag ar c'herañ. Komz a reer eus leueoù diwar o mamm.

Denañ e vamm a ra al leue, met ret e vez ober war e dro, diwall na vije klañv. "Labeloù ruz" zo bet ijinet evit brudañ ar c'hig-se.

  • Ar c'hig leue maget gant laezh eo an eil seurt gwellañ.

"Labeloù ruz" zo bet roet da leueoù Vande ha Normandi.

  • Met al leueoù ordinal a vez maget gant poultr laezh, mesket gant traoù all a bep seurt. ar c'hig-se eo ar c'hig leue gwellañ marc'had a zo, ha kavet e vez er stalioù a-hed-ar bloaz.

Ur mare zo bet eo al loened-se a veze maget gant hormonoù, savet e krevier bras ha kombodoù bihan, ha flaer ganto gant ar foerell.

A-wechoù, pa vez maget al leueoù gant poultr laezh eus an dibab e vez roet un testeni .

Adalek ma krog al leueoù da zebriñ geot e teu ruz o c'hig, ha koll a ra e dalvoudegezh.

Leueoù diwar hormonoù kemmañ

Berzet eo gwerzhañ kig leue diwar hormonoù er stad c'hall abaoe 1989, hag ivez e broioù Europa. Koulskoude e vez tapet saverien a-wechoù amañ pe ahont o trafikañ.

E Stadoù Unanet Amerika eo aotreet reiñ hormonoù d'al leueoù.

Kaset e vez leueoù da vagañ ha da devaat da Italia pe da Vro-C'hres.

Penaos aozañ kig leue kemmañ

Poazhet mat e rank bezañ ar c'hig leue. Pa vez mat kenañ e teuz er genoù. Un teuzar!

Meuzioù kemmañ

  • Al leue Orloff
  • Leue Marengo
  • Ar Vittelo tonnato.
  • An Osso Buco