Kim Jae-gyu
Kim Jae-gyu (Hangul : 김재규), ganet d'ar 6 a viz Meurzh 1926 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Mae 1980, a oa ul letanant jeneral eus Sukorea ha penn-rener an National Intelligence Service. Brudet eo evit bezañ bet muntrer ar prezidant diktatour sukorean Park Chung-hee a oa bet e gamalad brasañ d'ar 26 a viz Here 1979. Krouget e oa bet evit ar muntr-se d'ar 24 a viz Mae 1980.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Korea ar Su |
Anv-bihan | Jae-gyu |
Anv-familh | Kim |
McCune-Reischauer romanization | Kim Chaegyu |
Revised Romanization | Gim Jae-gyu |
Deiziad ganedigezh | 6 Meu 1926 |
Lec'h ganedigezh | Gumi |
Deiziad ar marv | 24 Mae 1980 |
Lec'h ar marv | Seoul Detention Center |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | krougañ |
Lec'h douaridigezh | SAMHSEONGPARKALL Elysium |
Yezh vamm | koreaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | koreaneg |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | army officer, politiker |
Karg | Member of the National Assembly of South Korea |
Bet war ar studi e | Hanyang University, Korea Military Academy, Kyungpook National University |
Strollad politikel | independent politician |
Relijion | Boudaegezh |
Grad milourel | jeneral |
- Un anv eus Korea eo Kim Jae-gyu ; Kim eo anv ar familh.
Diemglev zo diwar e benn. Evit lod e oa ur brogarour a roas lamm da ren 18 vloaz an diktatour Park. Evit lod all ne oa nemet kañfard Park a lazhas an hini en devoa roet pep tra dezhañ evit abegoù personel. E-pad pell e oa ali kalz tud gant an eil doare-se da welet an traoù e Korea ar Su met er bloavezhioù 2000 e oa bet gouezet traoù nevez diwar-benn al liammoù etre Kim ha lod eus pennoù bras al luskad demokratel ha krog eur da welet Kim Jae-gyu en un doare all.