The Kings of Leon a zo ur strollad rock'n roll ag ar Stadoù Unanet, ag an Tennessee peurgetket.

Tri breur hag ur c'henderv dezhe a ya d'ober ar strollad-mañ. Anv ar strollad a zo bet savet diàr anv-bihan tad ha tad-kozh Nathan, Caleb ha Jared : Leon! Beajiñ kalz o deus graet ar vreudeur Followill amañ hag ahont dre greisteiz ar Stadoù-Unanet get o zad, ur pastor prezeger pantekostour hag àr vale anezhoñ. Get an dilec'hiadennoù diniver-se ne vezent ket skoliataet bepred, neuze eo o mamm an hani a veze é kelenn dezhe pa ne vezent ket er skol. A vare da vare e veze goulennet diget ar vreudeur kas (pe lakaat lusk e-barzh!) prezegennoù o zad e-barzh ilizoù pe teltennoù àr-bouez taboulinoù. Neuze... bugaleaj ar vreudeur Followill e voe kani foeterion-bro e Kreisteiz ar Stadoù-Unanet, é vonet hag é tonet get un Oldsmobile mouk a 1988 a lec'h da lec'h 'gozik bep sizhun hervez deiziataer prezegennoù o zad, nemet e-pad ur prantad 5 blez ma voent é chom e Jackson en Tennessee.

Tud ar vreudeur a zibriedas e 1997 ha setu-gi e Nashville e 1998, àr-lerc'h gober ar mil micher e-pad ur prantadig. Sevel a rezont ur strollad er blez 2000 get o c'henderv Matthew. Levezonet eo o sonerezh get o deskadurezh relijiel hag o gwriziennoù don er C'hreisteiz (Jared ha Caleb a oa bet ganet en Tennessee, Nathan ha Matthew en Oklahoma). Tapet lañs a rezont get o album kentañ Youth and Young Manhood, lan a vejoñs anezhañ, hag estroc'h evit er Stadoù-Unanet mar plij, a-drugarez ivez d'ar Strokes pe da U2 rak dibabet e voent get ar strolladoù brudet-mañ evit digeriñ o sonadegoù. O eil album Aha Shake Heartbreak a zo daet er-maez e Breizh-Veur e miz Gouel Mikael 2004 (e miz C'hwevrer 2005 er Stadoù Unanet), ha degemeret mat èl o c'hani kentañ.

Piv zo e-barzh ar strollad Kings of Leon ?

kemmañ

Pladennoù

kemmañ
  • Youth and Young Manhood (2003)
  • Aha Shake Heartbreak (2004 UK, 2005 US)
  • Because Of The Times (2007)
  • Only By The Night (2008)
  • Come Around Sundown (2010)
  • Mechanical Bull (2013)
  • Walls (2016)
  • When You See Yourself (2021)
  • Can We Please Have Fun (2024)