Kirsten Munk
Kirsten Munk (pe "Christina Munk") (1598–1658) a oa ur briñsez danat hag eil pried ar roue Christian IV Danmark. Daouzek bugel o doe.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/51/Kirsten_Munk%2C_m%C3%A5lning_av_Jacob_van_Dort_fr%C3%A5n_1623.jpg/250px-Kirsten_Munk%2C_m%C3%A5lning_av_Jacob_van_Dort_fr%C3%A5n_1623.jpg)
He buhez, he dimeziñ morganatek
kemmañMerc'h e oa Kirsten Munck da Ludvig Munck (1537–1602) ha da Ellen Marsvin (1572–1649), noblañsed pinvidik hogen hep titl ebet. He mamm, a intañvezas e 1611 evit an eil gwech, a oa brasañ perc'henn Fyn. A-raok leuskel he merc'h Kirsten etre pavioù ar roue Christian e klaskas ar vamm lakaat ar roue da zimeziñ dezhi.