Kitesurf
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1e/Kitesurfing_Speed.jpg/300px-Kitesurfing_Speed.jpg)
Ar c'hitesurf, anvet kiteboard pe flysurf ivez hervez ar broioù, zo ur sport mor ma riskler war ur plankenn surf a vent vihan pe ur plankenn twintip (heñvel eo a-raok hag a-dreñv) sachet gant ur sarpant-nij (kite e saozneg) anvet askell.
Sturiañ a reer, war-bouez ur varrenn, un askell sachañ zo ugent pe tregont metr diouzh ar plankenn. stag eo an askell ouzh ar varrenn diwar-bouez div pe pemp linenn. Peurliesañ e vez c'hwezus an eskell hag o deus peder linenn. Un nebeud eskell o deus bremañ ur pempvet linenn evit kaout muioc'h a surentez hag a aezamant.
Krouet e oa ar c'hiteurf e 1960 met n'eo nemet e 1984 ez eus bet diskleriet ur breved evit un askell c'hwezus (evit ma n'afe ket d'ar strad pa gouezh en dour) gant Dominique ha Buno Legegainoux. Bez ez eus muioc'h-mui a blankennoù a zo graet gant kompozit : solutoc'h ha neuze gwelloc'h ar plankenn. Ar c'hitesurf a zeu da vezañ brudetoc'h-brudetañ abaoe dizoloadur ar snowkite.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b1/Kite.jpg/250px-Kite.jpg)
Ar rekordoù
kemmañAn 18 a viz gwengolo 2008, e-pad an "Luderitz Seed Challenge "e Namibia e teuas ar c'hitesurf da vezañ ar benveg dre lien ar primañ war an dour. Ar "World Sailing Speed Record Council" a voe a-du da desteniañ rekord an amerikan Robert Douglas gant un tizh a 48,84 skoulm (92,30 Km/e). Un nebeud devezhioù goude, d'an 3 a viz here 2008, e oa graet gwelloc'h c'hoazh gant ur Gall anvet Sebatien Cattelan an hini kentañ a dremenas dreist da 50 skoulm (93.08 Km/e). An deiz war lerc'h ar Gall Alex Caizergues a yae dreist d'ar rekord-mañ gant 50.57 skoulm (93.66 Km/h), d'ar 4 a viz here 2008.
An dafar
kemmañAn askell
kemmañAn askell a zo sturiet gant ur varenn a zo staget d'ar c'hitesurfer. Darn vrasañ an askellioù a vez outi 4 linenn 24 m pep hini hag a zo liammet d'ar varenn.
A drugarez d'an askell e kav ar gitesurferien o zu d'ober lammoù 20 metrad a-us live an dour. Brasder an askell a zo normalamant etre 5m2 hag 20m2 memes ma'z eus bet savet un askell 50m2.
Bez ez eus div rummad a askellioù : an askellioù donvor hag ar re graet kentoc'h evit chom war vord an aod.
An askellioù donvor
kemmañAn implij a zo simpl, n'ez eus nemet c'hwezañ an askell gant an avel. Hiziv a deiz bez ez eus tri seurt bras :
- Ar re e stumm ur C (C-shape) o deus 5 linenn (skouer : North Vegas, Slingshot Fuel) ar re voutinañ e vezont.
- An askellioù plaen anvet mod-se rak ur stumm plaen o deus. Graet int bet evit kaout ur surentez vras peogwir e vez tu digreskiñ kalz o nerzh. N'eus nemet boutañ war ar varenn d'ober evit en digreskiñ (skouer : Best Waroo, Genetrix Hydra, Cabrinha Crossbow).
- An askellioù hiron a zo etre an div askell all. Ur stumm normal o deus met tu zo da zigreskiñ kalz o nerzh.
Ar varenn
kemmañAr varenn eo al lodenn a stur an askell. Staget 'vez outi 2 pe 4 linenn evit merañ nerzh an askell. Gant an askellioù nevez e vez implijet 5 linnen evit ur surentez brasoc'h.
Ar plankenn
kemmañGant e stumm e c'hell ar plankenn-mañ mont deus an daou du. Heñvel eo a-raok hag a-dreñv. Re all a zo graet evit mont d'un tu hepken, diaesoc'h eo ober ganto neuze.
Er penn kentañ, an dudi-mañ a veze sevenet gant tud a oa bet graet windsurf gante a-raok. Plankennoù windsurf a veze implijet er penn kentañ met buan-tre eo bet berraet o hirder betek 1,40 metrad. O stumm a zo deuet goude da vezañ tost-tre da stumm ur wakeboard.
Treid ar c'hitsurfour a zo staget d'ar plankenn gant ar pezh a vez anvet foot-strapphag a-us ur gwiskat mous anvet pad.
Ar surentez
kemmañEvit ober kitesurf e ranker kaout lec'hiou ispisial. Lec'hiou e lec'h ma vez tu d'an dud dibunañ o c'herdin hep ma vije danjerus evito nag evit ar re all.
Bez ez eus bet kalz a wallzarvoudoù ha re varvus a-wechoù. Bez ez eus bet kement a gudennoù kenvevañ gant ar plankennoù dre lien m'eo bet difennet ar c'hitesurf e lec'hioù 'zo. Gwellaet eo bet an traoù abaoe gant an askellioù plaen.
Ouzhpenn ar 4 linenn all e vez ur 5vet hini a zo staget da bord hargat an askel. Servijout a ra d'ar c'hitsurfer pa vez merzet gantañ ez eus re a nerzh. Leuskel tout en deus d'ober hag e vo neuze nebeutoc'h a nerzh gant an askell. Diskenn a raio neuze ar c'hitsurfer.
An doareoù da implij ar c'hitesurf
kemmañAr freeride
kemmañAr freeride a zo an doare ar muiañ implijet evit ober kitesurf. An doare d'ober-se a vez tu d'e genveriañ gant an doare ma vez graet ski war ur bistenn gant an dud.
War un hed hir
kemmañPa vez graet kitesurf war un hed hir e vez anvet an dra-se ur regat. Graet 'vez-se e-barzh un tric'horn olympek.