Klavdiya Plotnikova
Klavdiya Zakharovna Plotnikova (e ruseg : Клавдия Захаровна Плотникова) (tro 1895 - 1989) a oa yezherez ziwezhañ ar c'hamaseg. He zad a oa rusian, Zahar Perov e anv, hag he mamm a oa kamasian dindan an anv Afanasija.
Plotnikova n'he doe ket tro da gomz kamaseg goude 1950 peogwir n'he doa mignon ebet da gomz anezhañ. Barrek e oa gant ar yezh koulskoude, ha sikour a reas al lizheregourien betek fin he buhez. Komz a rae ur ruseg flour rak he doa desket anezhañ e-pad he bugaleaj. Met gant ar bloavezhioù o tremen e teuas ar ruseg da vezañ he yezh nemeti, ha he live a zigreskas.