Kleñved Alzheimer
Kleñved Alzheimer a zo ur c'hleñved neurologel anvet adal ar medisin Alois Alzheimer hag a voe dizoloer ar c'hleñved e 1906. Kleñved Alzheimer a grog sioul met gant red an amzer a ya war washaat. An azon diazez a zo da gaout kudennoù o klask eñvoriñ darvoudoù a-nevez (koll ar memor a-nevez).
Gant ma gendalc'h ar c'hleñved da vont war-raok, an azonioù a 'hell mont etrezek kudennoù gant ar gaoz, kudennoù dihenchañ (aes da vezañ kollet), cheñchamantoù tem-spered bliv, koll al luskadur, koll an nerzh d'ober war e dro e-unan ha kudennoù emzalc'h.
Er bloavezh 2015, e oa tro 48 milion a dud dre ar bed tapet gant ar c'hleñved. An darn anezho a zo oadet a-us da 65 bloaz.