Kneset
Kneset (כנסת, e hebraeg, hag a dalvez bodadeg) eo anv parlamant Israel, ur gambr enni hepken. E Givat Ram, ur c'harter eus Jeruzalem, emañ. Gant James A. de Rotschild eo bet paeet, ha roet evel prof da Israel.
Istor
kemmañBodet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz C'hwevrer 1949, goude dilennadegoù an 20 a viz Genver 1949, hag e kemeras plas Asefat ha-nivharim, hag a oa anv ar vodadeg vroadel yuzev da vare ren ar Vreizhveuriz e Palestina.
Perzhioù
kemmañAr galloud lezenniñ a zo gant ar C'hneset, hag ivez ar galloud evezhiañ ar galloud seveniñ. Er C'hneset e vez :
- votet lezennoù,
- votet ar budjed,
- evezhiaet ar gouarnamant,
- dilennet prezidant ar stad hag ar reolier,
- tamall ar gouarnamant
Doare dilenn ar gannaded
kemmañEr C'hneset ez eus 120 kannad, ha dilennet e vezont evit un dileuriadur pevar bloaz-pad. Divodet e c'hall ar C'hneset bezañ gant ar prezidant, diwar c'houlenn ar c'hentañ ministr. Kenfeurel eo an doare ma vez votet, ha dre bastell-vro e vez graet, ha setu perak e c'hall strolladoù politikel 'zo kinnig betek 120 den war ul listenn. Evit ma vo dilennet un den e rank e strollad politikel bezañ tizhet un dregantad bennak : betek 2003 e oa 1,5%, ha kemmet eo bet e 2006 : 2% eo an dregantad da dizhout hiziv an deiz. Bewech ma vez bodet dilennidi er C'hnesset e vez roet un niverenn d'ar breudoù-se. Abaoe an 22 a viz Genver 2012 emeur gant ar 19vet Kneset.
Dilennadegoù kannaded Israel e miz Ebrel 2006 betek miz C'hwevrer 2009 (lizherennoù tev : ar strolladoù politikel a oa er gouarnamant)
Strollad politikel | Niver a zileuridi |
---|---|
Kadima | 29 |
Mifleget HaAvoda HaYisraelit-Meimad | 19 |
Likoud | 12 |
Shas | 12 |
Israel Beiteinu | 11 |
HaIhud HaLeumi-Miflaga Datit Leumit | 9 |
Gil (Tud war o leve) | 7 |
Yahadut Hatorah | 6 |
Meretz-Yachad | 5 |
Listenn Arabek Unvan-Ta'al | 4 |
Hadash | 3 |
Balad | 3 |
Hollad (voterien : 63,2%) | 120 |
20vet Kneset
kemmañDilennadegoù kannaded Israel e miz Meurzh 2015 E druz ar strolladoù a zo savet a-du evit harpañ gouarnamant Benyamin Netanyahou e deroù ar c'hnesetvezh.
Strolladoù politikel |
Renerien | Votoù | Sezoù | ||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Mouezhioù | % | Niver a sezoù | +/- | ||||
Likoud (tu dehoù broadelour) |
Benyamin Netanyahou | 984 966 | 23.40% | 30 | +10 | ||
Unaniezh Sionour (tu kleiz al Labour ha kreizourien) |
Isaac Herzog | 786 075 | 18.67% | 24 | +3 | ||
Listenn unvanet (komunourien hag Arabed) |
Ayman Odeh | 443 837 | 10.54% | 13 | +2 | ||
Yesh Atid (tu kreiz laik) |
Yair Lapid | 370 850 | 8.81% | 11 | -8 | ||
Koulanou (kreiz dehoù) |
Moshe Kahlon | 315 202 | 7.49% | 10 | +10 | ||
An Oaled Yuzev (tu dehoù pellañ relijiel) |
Naftali Bennett | 283 559 | 6.74% | 8 | -4 | ||
Shass (dreistreizhkredennour relijiel — sefaraded) |
Aryeh Deri | 241 200 | 5.73% | 7 | -4 | ||
Israel Beytenou (tu dehoù pellañ broadelour) |
Avigdor Liberman | 215 083 | 5.11% | 6 | -5 | ||
Yahadut Hatorah (dreistreizhkredennourien relijiel — achkenaded) |
Yaakov Litzman | 211 826 | 5.03% | 6 | -1 | ||
Meretz (tu kleiz) |
Zehava Gal-On | 165 292 | 3.93% | 5 | -1 | ||
Hollad an dud enskrivet/kemer perzh | 5,881,696 | 72.36% | 120 | ||||
Gwenn pe didalvez | 41,877 | 1.04% | |||||
Hollad disklêriet | 4 253 336 | 100% |