Kobayashi Issa
Kobayashi Issa (e japaneg 小林 一茶) oa ur barzh japanat ; ezel oa eus ar sektenn voudaek Jōdo Shinshū ha brudet-kaer evit e haiku.
Ganet eo bet d'ar 15 a viz Mezheven 1763. Aet eo da Anaon d'ar 5 a viz Genver 1828 pe d'an 19 a viz Du 1827 hervez ar mammennoù ha marteze an doare da azasaat an deiziadur japanat) en e c'hêriadenn c'henidik. Anvet eo dre an anv a Issa (e anv-pluenn a dalvez kement a "tasad te"). Gwelet eo evel unan eus pevar mestr meur an haiku asambles gant Bashō, Buson ha Shiki.
War ar marilhoù e oa e anv Kobayashi Nobuyuki ha douget en deus an anv a Kobayashi Yatarō (小林 弥太郎) e-pad e vugaleaj. Mab henañ ur familh a gouerien eus Kashiwabara ( bremañ ul lodenn eus Shinano) e rannvro Shinano (bremañ Prefeti Nagano).
Kollet en deus e vamm pa oa tri bloaz. Addimeziñ a reas e dad pemp bloaz goude. Start eo bet e vugaleaj.Ur bugel en e-unan e oa ha ne blije ket d'e lezvamm. Kaset e voe da Edo evit gounit e vara. N'ouzer ket kalz tra a-zivout ar bloavezhioù-se. Lavaret a reer e voe e darempred gant Kobayashi Chikua eus skol haiku Nirokuan hep bezañ sur. Bet eo bet o kantren dre Japan. Bet en deus bet da ober prosez d'e lezvamm a-zivout hêrezh e dad aet da Anaon e 1801. Skrivet en deus un deiz-levr war a prantad-se. Gellout a reas kaout hanter madoù e dad ha distreiñ da vevañ en e vro c'henidik d'an oad a 49 bloaz. Dimeziñ a reas met dont a reas en-dro ar gwalleurioù. E vugale a varvas ez vihan (awenet eo bet haiku zo gant an darvoudoù-se) ha koll a reas e wreg Kiku e 1823.
Addimeziñ a reas div wech goude.
E keit-se e krouas oberennoù niverus.
Distrujet e voe e di gant un tan-gwall d'ar 24 a viz Gouere 1827 ha tremen a reas e zevezhioù diwezhañ en ur c'hrañj (miret eo bet a savadur).
Skrivet en deus ouzhpenn 20 000 haiku. Lennet e vez e oberennoù bepred. Daoust dezhañ bezañ brudet bras e voe burutellet eeunded e oberennoù. Implij a rae troiniennoù rannyezhel ha komz a rae eus ar plant hag an anevaled munut. Skrivet en deus 54 haiku a-zivout ar melc'hwed, 15 a-zivout an touseg ha war-dreo, 200 a-zivout gleskered, re all a-zivout pikerezed, kelien pe c'hwen... Kemeret en deus Issa un hent disheñvel diouzh hengoun doare Bashō, o lakaat muioc'h a drivliadoù personel en e oberennoù.
Brudet oa ivez evit e livadurioù a yae alies gant e haiku.