Kolwezi zo ur gêr eus Republik Demokratel Kongo, e proviñs Katanga.

Lec'hiadur Kolwezi e RDK

Savet e voe kêr e 1937 evit bezañ sez an embregerezh belgian Union minière du Haut Katanga. Mengleuzioù kouevr, kobalt, uraniom ha radiom zo eno.

D'an 13 a viz Mae 1978 e voe aloubet kêr gant emsavidi katangat, skoazellet gant Angola. Soudarded gall ha belgian a voe kaset di diwar goulenn Zair evit skarzhañ an emsavidi. War-dro 700 Afrikan ha 170 European a voe lazhet en emgannoù.